Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
9
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. A. (en egor) 1. En egorenn, en esaouenn a zisrann daou dra, daou zen, daou lec'h, h.a., an eil diouzh egile. Kouezhet eo e votez etre ar gwele hag ar speurenn. Atav e vez ar c'hazh etre e dreid. Lakaat ur ger etre krommelloù, etre sonnelloù, etre daouaskoù. & Etre daouarn ub. : troienn a reer ganti evit ober anv eus udb. a zalc'h an den-se gant e zaou zorn. Ur voest a oa gantañ etre e zaouarn. 2. Termen a reer gantañ evit geriañ hed an egorenn, an esaouenn a zisrann daou zen, daou dra, daou lec'h, h.a., an eil diouzh egile. N'eus nemet ur metrad etre an daou c'hoarier. Treuz ur votez zo etre an daol hag ar ganastell. N'eus ket kant kilometr etre an div gêr-se. B. (en amzer) Termen a dalvez da c'heriañ ar pennad amzer a zisrann daou goulz an eil diouzh egile. E Kemper edont o chom etre an daou vrezel. Ne ev ket gwin etre ar predoù. Degouezhet eo amañ etre teir eur ha peder eur. Etre hiziv ha warc'hoazh. & Etre daou benn an deiz, ar bloaz : eus an eil penn eus an deiz - eus ar bloaz - d'egile. & Etre daou oad : en oad krenn. & Etre deiz ha noz : da vare serr-noz. C. Dre ast. 1. Termen a dalvez da c'heriañ un diforc'h ment, pouez, h.a., a zisheñvela un den, un dra diouzh un den all, un dra all. N'eus ket kalz a vent etre an daou zen-se. Daou gilo zo etre an daou sac'had-se. N'eus nemet tri bloaz etre da vamm hag eñ. & Un tamm oad zo etre an daou zen-se : bez' ez eus unan anezho zo un tamm koshoc'h eget egile. 2. Termen a dalvez da c'heriañ ar rannañ, an dasparzhañ. Aet eo ar maen etre daou damm. Troc'het en deus ar plankenn etre c'hwec'h tamm. Dispartiet e voe e vugale etre daou rumm. Aet eo e arc'hant etre paean e bourchaserien hag e vicherourien. & Mont etre mil tamm : etre kalz a dammoù. Aet e oa e votez etre mil tamm. & Etre div wech, teir gwech, h.a. : dre ziv wech, dre deir gwech, h.a. Etre teir gwech e voe klasket lakaat an den da sinan. Etre div wech en deus ranket mont di. 3. Termen a dalvez d'ober anv eus ur stad a denn da ziv stad all. Bezañ etre mont ha dont, etre ober ha paouez. Bezañ etre c'hwek ha c'hwerv. Bezañ etre bev ha marv. Bezañ etre daou vennozh, daou soñj, daou c'hoant : termal. Bezañ etre daou bleg : bezañ en ur stad diasur. 4. (db. an dud) Bezañ etre e zaoubleg, etre e zaougromm, etre e grommigoù : bezañ krommet. 5. Termen a dalvez da verkañ un darempred etre meur a zen, meur a dra. Bez' e oa un disparti etre kozh ha yaouank. Un unvaniezh wirion a oa etre an dud. Gwarizi a oa etrezo hag en. Kann zo bet etrezo. [1878] Etrezomp e kaozeemp, ha c’hoant hor boa da c’houlenn petra a rae kement a nec’hamant dezhañ ; mes hini ne grede goulenn. 6. Etre daou, etre an daou : troienn a reer ganti evit ober anv eus un den, ul loen, h.a., zo e vent, e oad, h.a., hanter hent etre hini daou zen all, daou loen all, h.a. D. Trl. skeud. Bezañ etre daouarn ub. : troienn a reer ganti evit geriañ emañ an dazont diouzh ar pezh a vo divizet, graet gant ub. emañ buhez ar brezhoneg etre ho taouarn. & Bezañ paket etre an horzh hag ar c'henn : bezañ en ur gwall bleg. & Bezañ etre e wele* hag an tan. & PEMDEZ Lavaret udb. etre e dog hag eñ, etre he hiviz hag he chouk : lavaret udb. outañ e-unan, outi he-unan. II. Adv. (en egor) En egorenn, en esaouenn a zisrann daou dra, daou zen, daou lec'h, h.a., an eil diouzh egile. Lezet en deus an arc'hant da gouezhañ aze, etre. III. Tr. stl. isur. ETRE MA : e-keit ma. Etre ma komze an daou vugel e klevjont o c'hoar o kanañ.

Skouerioù istorel : 
144
Kuzhat roll ar skouerioù

entre vaze pe entre eno

1499
Daveenn : LVBCA p71, 72, 159 (entre)

etre

1499
Daveenn : LVBCA p72 (idem)

entre 'n traezoù-mañ

1499
Daveenn : LVBCA p23, 72, 138 (entre ces choses)

ar spas etre daou goulm

1499
Daveenn : LVBCA p26, 50, 72, 123, 187 (entre neu)

bell etre daou

1499
Daveenn : LVBCA p34, 50, 72 (bataille de deux)

kleñved entre kig ha kroc'hen

1499
Daveenn : LVBCA p72, 94, 114, 115, 127 (maladie entre cuir et cha[i]r)

Melezour ar Marv a'r garvañ / Zo entre ar bobl a gredan, / Al Levr-mañ a vezo anvet : / Ardant, luizant, evit gantañ, / Noz-deiz, en em goñsiderañ : / Ha humiliañ Tud ar bed.

1575
Daveenn : M. p34

Ha pan edoa un wezh oz ober orezon ez welas un nombr bras a werc'hezed e-biou dezhañ, hag entreze ez oa unan a sklaerise he c'hened dreist an re arall, peheni pan denesas outañ a c'holoas he bizaj hag evel-se ez tremenas e-biou dezhañ.

1576
Daveenn : Cath p26

25. Dispozet hag ordrenet oa ar rodoù-mañ hevelep feson : div anezhe a droe kontrel d'an div arall parfors ha neuze kement a vefe entreze a vefe dispennet ha munudet.

1576
Daveenn : Cath p20

[«]Ha pa ez vezo lakeat mat evezh ouzh an traezoù-mañ, goulenn ha desk piv eo an puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] az int great.[»]

1576
Daveenn : Cath p7

M. Pe dre moienoù etre ar re all 'rekeromp-ni gras Doue ? D. Dre ur c'hustum hag un uzaj mat, hag o resev dignamant sakramantoù an Iliz.

1622
Daveenn : Do. p38

M. Petra a ententit-hu dre esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini entre ar moaienoù all a akuizitomp dre orezon.

1622
Daveenn : Do. p16

kendamouez zo etrezo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quendamouez (so etrezo)

etre noz ha deiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (iour faillãt,) entre iour & nuit

dastum etre e zivrec'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg embrasser

etre

1659
Daveenn : LDJM.1 pg entre, parmi

dispenn etre pevar marc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tirer (quelqu'vn a quatre cheuaux)

M. Petra a c'hortozit-hu dre'n Esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini etre ar moaienoù all a akuizitomp dre an orezon.

1677
Daveenn : Do. p17

M. Pere etre ar re all [ar Sent] a bidit-hu ? D. Ar Werc'hez Vari, ma Ael Gardian, hag ar Sant pe eus a hini e tougan an anv.

1677
Daveenn : Do. p21

M. Leveret-hi [an Ave Maria] e brezhoneg ? Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget ez oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo ar frouezh eus ho kof, JEZUZ. Santez Vari, Mamm da Zoue, pidit evidomp-ni pec'herien, bremañ, hag en eur hor marv, Amen.

1677
Daveenn : Do. p21

anchoù etre an irvi

1699
Daveenn : Har. pg ant, an, etre, irvi (Rays entre les sillons)

entre

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

en em lakaat etre daouarn Doue

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

etre

1732
Daveenn : GReg 1732

ar gengarantez a zo entrezo

1732
Daveenn : GReg pg affection

entre daou oad

1732
Daveenn : GReg pg age

mignoniaj a gavan a zo entrezo

1732
Daveenn : GReg pg amitié

pe eus a dra eo kistion entrezoc'h

1732
Daveenn : GReg pg (s')agir

rentañ kont eus ar pezh a zo entre e zaouarn

1732
Daveenn : GReg pg administration

ur pladad hon eus entre pevar

1732
Daveenn : GReg pg a

bezañ eo bet graet evit an oferenn-bred ar c'hentañ embann entre Pêr ha Mari

1732
Daveenn : GReg pg banir (Pierre et Marie ont été bani à la grand' Messe pour la première fois)

en em deurel entre divrec'h an Aotrou Doue

1732
Daveenn : GReg pg (se jetter entre les) bras de la misericorde de Dieu)

entre kig ha kroc'hen

1732
Daveenn : GReg pg (entre cuir &) chair

entre deiz ha noz

1732
Daveenn : GReg pg (entre) chien (& loup, sur la brune)

ned eus da lavaret entre daou ganton nes, nemet un hantereur deiz, mui pe vihanoc'h, en hañv

1732
Daveenn : GReg pg (un) climat (n'est different de celui qui est le plus proche de lui, qu'en ce que le plus grand jour d'Eté est le plus long, ou plus court, d'une demi-heure en un endroit qu'en autre)

ned eus netra disparti entrezo

1732
Daveenn : GReg pg (ils vivent en) commun (tout est commun entre eux)

an trafik, al labour a zo boutin entrezo, a zo entrezo

1732
Daveenn : GReg pg (ils commercent, ils travaillent en) commun

an temz eus an den a ro alies dezhañ al lusk entreze ar vis, pe ar vertuz

1732
Daveenn : GReg pg (le vice & la vertu dependent en partie de notre) complexion

etreze traoñ

1732
Daveenn : GReg pg contre bas (vers le bas)

ingaliñ ur somm entre pep hini eus ar re a dle he faeañ boutin

1732
Daveenn : GReg pg cotiser (marquer à chacun ce qu'il doit payer d'une somme commune)

entre

1732
Daveenn : GReg pg entre (préposition de tems & de lieu)

etre

1732
Daveenn : GReg pg entre (préposition de tems & de lieu)

etre

1732
Daveenn : GReg pg entre (préposition de tems & de lieu)

entre c'hwec'h ha seizh eur eo

1732
Daveenn : GReg pg (il est) entre (six & sept heures)

entre eno hag amañ ez eus pell, pell amzer, pell hent

1732
Daveenn : GReg pg entre (ci & la il y a bien loin)

entre an eñv, hag an douar

1732
Daveenn : GReg pg entre (le Ciel & la Terre)

entre Brest ha Karaez ez eus pevarzek lev

1732
Daveenn : GReg pg entre (Brest & Carhaix il y a quatorze lieuës)

entre noz ha deiz

1732
Daveenn : GReg pg entre (chien & loup)

emañ entre e zaouarn

1732
Daveenn : GReg pg (il est) entre (ses mains)

un dra orrupl eo, un orrupsion eo, kouezhañ entre daouarn an Aotrou Doue, eme ar skritur sakr

1732
Daveenn : GReg pg (c'est une chose horrible de tomber) entre (les mains du Dieu vivant, dit l'Ecriture)

etre c'hwi, ha me

1732
Daveenn : GReg pg entre (vous & moi)

entrezomp hon daou

1732
Daveenn : GReg pg entre (nous deux)

entre c'hwi hag eñ

1732
Daveenn : GReg pg entre (vous & lui)

entrezoc'h ho taou

1732
Daveenn : GReg pg entre (vous deux)

entre eñ ha hi

1732
Daveenn : GReg pg entre (lui & elle)

entre eñ, hag int

1732
Daveenn : GReg pg entre (lui & eux, entre lui & elles)

etrezomp, etrezomp-ni

1732
Daveenn : GReg pg entre (nous)

entreze

1732
Daveenn : GReg pg entre (eux, entre elles)

entre ar c'hrog, hag an diskrog

1732
Daveenn : GReg pg entre (avoir, & n'en avoir pas)

etrezo, etreze

1732
Daveenn : GReg pg (entre) eux

sellet un den entre an daoulagad

1732
Daveenn : GReg pg regarder (quelqu'un en face)

yenien a zo etrezo

1732
Daveenn : GReg pg brouiller (ils sont broüillez)

Ar finesa ned eo na re vat na re zrouk, flodañ a ra entre ar vis hag ar vertuz.

1732
Daveenn : GReg pg floter (La finesse n'est ni trop bonne, ni trop mauvaise, elle flote entre le vice & la vertu.)

Ar finesa ned eo na re vat na re zrouk, neuiñ a ra entre ar vis hag ar vertuz.

1732
Daveenn : GReg pg floter (La finesse n'est ni trop bonne, ni trop mauvaise, elle flote entre le vice & la vertu.)

Karantez entre daou vreuzr, pe entre daou vignon, pe entre daou diegezh, &c.

1732
Daveenn : GReg pg fraternité

brezel entre bourc'hizien div gêr

1732
Daveenn : GReg pg guerre (Guerre civile, guerre entre les Citoïens de deux Villes.)

brezel entre sujidi ur memes rouantelezh

1732
Daveenn : GReg pg guerre (Guerre civile, ou intestine.)

Entre an holl visoù ned eus nekun kasaüsoc'h egit an ingrateri.

1732
Daveenn : GReg pg haïssable (Il n'y a point de vice plus haïssable que l'ingratitude.)

kalz a zisheñveledigezh a zo etrezo

1850
Daveenn : GON.II pg dishévélédigez

Kevererezh a zo etrezo.

1850
Daveenn : GON.II pg kéférérez (Il y a de l'émulation, de la rivalité entr'eux).

difoc'hted bras a zo entrezo

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'hted

etreze

1850
Daveenn : GON.II pg étrézé

etreze

1850
Daveenn : GON.II pg étrézé

roit eñ entrezo

1850
Daveenn : GON.II pg eñtré, étré, é-tré

etrezoc'h ho-pevar

1850
Daveenn : GON.II pg eñtré, étré, é-tré

entrezomp hon-daou

1850
Daveenn : GON.II pg eñtré, étré, é-tré

entre eno hag amañ ez eus pell

1850
Daveenn : GON.II pg eñtré, étré, é-tré

Boureviet eo bet e-keit ma eo chomet etre o daouarn.

1850
Daveenn : GON.II pg bourrévia (Il a été tourmenté, torturé tout le temps qu'il est resté entre leurs mains).

etre

1850
Daveenn : GON.II pg eñtré, étré, é-tré

entre

1850
Daveenn : GON.II pg é-tré, eñtré, étré

etre

1850
Daveenn : GON.II pg é-tré, eñtré, étré

un dizunvaniezh vras a zo etrezo

1850
Daveenn : GON.II pg dizunvaniez

etre

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "entre".

Komz ar c'higer ve mat, lakaet etre daou : / Evit darn ez eo gwir, evit darn ez eo gaou, / Rak alies e weler pennoù zo kaer-meurbet / War gouzougoù tud zo ar re fallañ er bed ; / E lec'h ez eus re all, divalo hag iskis, / Hag a zo o ene kaer evel heol an deiz.

1867
Daveenn : MGK p77

Ar goulm, pa voe distro, / A lavar petra zo ; / Hag an tri-mañ a-fo / 'Zigor kuzul etrezo.

1867
Daveenn : MGK p47

Ma broiz, evit lenn aes ar Marvailhoù-mañ, n'ho pezo nemet lakaat evezh : e lavarer ar g dirak e ha dirak i, evel pa ve un u etrezo

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIII

Mad a ra, a gav din. Rak bezañ er frankiz, digabestr ha dishual, chaokat kaol pe banez, evel ur penn-chatal, zo gwell eget dibriñ kilheien diouzh ar ber, ha bezañ pennasket etre peder voger.

1867
Daveenn : MGK p9

Ar gavriged a c'houlennas / Kaout barv hir, 'vel ar bouc'hed ; / Hag o goulenn d'ar re-se bet, / Ar re-mañ oc'h [ouzh] Doue a glemmas, / O lavaret : — « N'eus mui a gemm / 'Tre ar re vat hag ar re fall. »

1867
Daveenn : MGK p130-131

— Lavar ’ta neuze dioc’htu ar pezh ac’h eus da lavaret, rak, gouzout a rez, ni etrezomp kabitened, a gar e ve sentet buan ouzhomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.214-215

Ne zalejomp ket d’en em gaout e Runveuzid, rak ne gredan ket e ve, kement ha m’am eus soñj, ouc’hpenn ur c’hardeur bale etre Sante-Kroaz ha Runveuzid.

1877
Daveenn : EKG.I. p.70

C’hwi a zo paotred tanav, etrezoc’h dispac’herien, ha n’eus ket da fiziout ennoc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.141

Gourc’hemenn mat a reas deomp ober peder bandenn, pemp e pep hini, ha lakaat d’an nebeutañ kant paz etre pep bandenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.276

— Nann, n'eo ket kouezhet etre o daouarn ; kuzhet mat eo, n’emañ ket pell ac’halen. — N’emañ ket pell ac’halen ! Kemend-all a soudarded a zo bet ouc’h her c’hlask dre amañ ! Ur mirakl a-berzh Doue eo kement-mañ, a-dra-sur ? — Me gredfe a-walc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.213-214

Anaout a ris dioc’htu Herve Soutre, flastret e benn, ha Katell Eukat, he daou vugelig ganti etre he divrec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.53

Etrezomp e kaozeemp, ha c’hoant hor boa da c’houlenn petra a rae kement a nec’hamant dezhañ ; mes hini ne grede goulenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

unan entre

1909
Daveenn : BROU p. 235 (un de taille moyenne ; entre deux))

Gant ur bastellig distaget diouzh ar rann eus Aedobitus o vevenniñ Vindobitus, e reas Guton, e derou an Amzer, un dolzenn gelc’hiek a voe lakaet gantañ e-kreiz Vindobitus, hanter-hent, keit-ha-keit all etre Aedobitus ha Nemobitus.

1923
Daveenn : SKET p.28

D’an eizhvet deiz diouzh ar beure, ec’h ehanas ar marc’h en ur c’hornad-bro etre daou vor, sklêrijennet gant an heol-sav.

1923
Daveenn : SKET p.119-120

Etre an holl ouennoù roueel deut eus ar vro-Wenn, gouenn Vomoros he deus en em ziskouezet dreist dre he doujañs ouzh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.124

C’hoazh e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoazh an disterañ diemglev, an disterañ dael, an disterañ breujadeg etre Manos ha Bena, hag en un tu gant se emañ ar c’hanennoù all am eus klevet.

1923
Daveenn : SKET p.44

Kamula (1), e wreg, ganti etre he divrec’h he c’hrouadur nevez-c’hanet, a dosteas ivez dezhi.

1923
Daveenn : SKET p.104

Entre e viz-meud hag e viz-yod e save biz-meud troad Katellig, ha deus an eil d’egile : Hemañ hen gwelas, / Hemañ hen redas, / Hemañ hen tapas, / Hemañ hen debras !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

Lezet en deus entre daouarn an aotrou person an arc’hant hag ar paperioù. Goude e teuio d’o c’herc’hat.

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

An arc’hant-se a zo bet rannet entre an div intañvez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Paourkaezh Bilzig ! Rak n’eo ket ar boan deoc’h faziañ. Bilzig a anaveze mat an holl speurennoù savet entre ur paourkaezh mous ha merc’h an aotrou kont.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

torret eo ar broch etreze

1927
Daveenn : Geri.Ern pg broch

e fri etre ar pevar avel

1927
Daveenn : GERI.Ern pg avel

Pa oa peurdorret hon naon hag hor sec'hed ganimp, pep hini ac'hanomp a dennas e yalc'h-vutun eus e c'hodell da dao ! Sed bep a chaokadenn etre hor c'hildent ha mat pell zo !

1929
Daveenn : SVBV p10

etre daou benn ar bloaz

1931
Daveenn : VALL pg (d'un bout à l'autre de l')année

etre an div sklêrijenn

1931
Daveenn : VALL pg aurore

bezañ etre mont ha dont

1931
Daveenn : VALL pg balancer

bezañ etre daou vennozh

1931
Daveenn : VALL pg balancer

petra a c'hoarvez etrezoc'h ?

1931
Daveenn : VALL pg agir (de quoi s'agit-il entre vous)

etre daou oad

1931
Daveenn : VALL pg (à l')age (moyen)

etre daou benn an deiz

1931
Daveenn : VALL pg aurore, (d'un) bout (à l'autre du jour)

Ne oa ket a zarempred etrezomp hag i, nemet a-wechoù taolioù dorn ha taolioù teod.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Er bañsion genta, an hini 500 lur, e oa bugale an noblañs ; ne oant ket dek etre holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Bez' am eus em faperoù kozh ur c'hontrad prenañ graet gant Yann Jafrenoù e studi Mestr Mourdret, noter e Skrignag e 1685, ur c'hontrad lodenniñ graet e 1709 gant Pêr Jafrenoù ha Soaz an Danteg, e bried, etre e bevar bugel.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

« Feiz ! Job, an dra-se n’eo ket diaes, rannañ etre daou a zo ober div lodenn, unan evidoc’h hag unan all evidon. » — « Gouzout a ran, Lom, mes ar rannoù ne dlefent ket bezañ ingal. »

1944
Daveenn : ATST p.120

NAONTEKVET PENNAD An emgann etre ar marichal ha Satanaz

1944
Daveenn : ATST p.119

— « Lorañn [sic, "Lorañs"], petra ’zo c’hoarvezet bremaik etrezoc’h ? Bremañ Katell ha Chann ne zifachint ket ken ! »

1944
Daveenn : ATST p.90

Jozeb de Lauwer ha me a ziwanas etrezomp ur garantez start hag a badas e-pad hor servij ha pell goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Ar voereb n’he doa klevet netra, evel just, rak a vouezh izel, o doa komzet etrezo.

1944
Daveenn : ATST p.60

Tud a gomze etrezo. Tud ? Nann, diaouled e oant, kentoc’h.

1944
Daveenn : ATST p.56

War dosenn Sant-Weltas, neizh bran gwintet etre an douar hag an neñv, e oa un tour bras hag uhel, ennañ c’hwec’h estaj leun a gambroù evit lojañ barzhed ha brogarourien Vreizh, o doa graet etrezo ur seurt Leandi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

Biskoazh ne oa bet ar varzhed vreton gant kement a arc’hant etre o daouarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Ar c'hinnig-se a lezas ac'hanomp etre daou soñj.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.

1949
Daveenn : SIZH p.49

- « Dios mio ! » pebezh rann-galon ! Esmae en he mouezh. Stouet he doa Palmira he fennig du da guzhat he dremm etre he daouarn maneget.

1949
Daveenn : SIZH p.58

- Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou Doue 'zo ganeoc'h, binniget oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo frouezh ho korf, Jezuz !

1949
Daveenn : SIZH p.63

Hag ober a ra evel m'en deus mennet, hep chom etre daou venoz.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Dezrevell a reas darnoùigoù - darnoùigoù nemetken - eus ar c'haoziou skoemp, a oa bet en iliz etrezañ ha maouez du Miranda.

1949
Daveenn : SIZH p.62

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Daveenn : SIZH p.40

- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.

1949
Daveenn : SIZH p.56

"Tredeog" (e Kerne, "trideg") : [a dalvez] Un den didu dibabet gant daou all pe vuioc'h evit barn etrezo.

1960
Daveenn : PETO p87

Met anaoudegezh a reas an ofiser gant "roueed" keriadennoù mpongwe an tu all ha, d'an 18 a viz meurzh 1842, e voe graet emglev etrezañ hag ar roue Louis Dowe, o reiñ da Vro-C'hall, an dachenn zouar a oa etre keriadenn ar roue Glass er su, hag hini ar roue Quabens en norzh.

1985
Daveenn : DGBD p48

Ha plaen-brav ez eas an traoù etrezomp e-pad an holl amzer ma oamp an eil gant egile.

1985
Daveenn : DGBD p43

Ar chantele eo, al lodenn goshañ anezhi, a voe hirbadus he sevel. Ne voe bolzet nemet etre 1408 ha 1416.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...

2015
Daveenn : DISENT p90

Notennoù studi

Testeniekaet eo ar stumm "etrezañ" e DGBD (1985) "e voe graet emglev etrezañ hag ar roue" pa vije bet gortozet "e voe graet emglev etre ar roue hag eñ".

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial