War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
b) un dinaou didorr (da lavarout eo hep naou ha dinaou lerc'h-ouzh-lerc'h) etrezek an donvor, evel ar stêr hec'h-unan a-raok ar bignidigezh flandrek.
Ne ouie ket ar paour kaezh kabiten e oa eno ivez un ostaleri, unan hepken ha hi gwell dister, met da vihanañ n’eo ket te, na laezh, na dour-orañjez a veze gwerzhet enni, nann da ! gwin a bep seurt liv ne lavaran ket, ha muioc’h c’hoazh lagout marc’had-mat met eus ar c’hreñvañ, ha setu Yann Vartolod o redek d’an daoulamm etrezek an ti benniget-se.
Boue a dremenas ur pennad mat evit bezañ ur c'hwil hep e bar, met pa voe galvet da bennrener strollad listri ar Mor Kreizdouarek, ha pa gavas tro da ziskouez d'an holl pebezh mailh a oa war e vicher, setu ma c'hwitas ar brabañser war e grog ha leuskel a reas ar Goeben hag ar Breslau da skarañ plaen ha brav etrezek an Dardanelloù.
Rankout a rae ’ta al listri mont etrezek pleg[-]mor Kiberen, ha goude mordeiñ a-hed an deiz e tu all da enez C’hroe pe en donvor d’ar Gerveur, hogos bemnoz e taolent eor etre Porzh Maria hag ar garreg Tignouz.
Un ergerzhadenn all a grogas neuze evit pellaat tamm-ha-tamm etrezek ar reter dre Mézières, Bouillon ha traonienn ar Semois, hep bezañ bet dispartiet diouzh ar re a oan bet boas outo a bell 'zo, brezhonegerien eus ar c'hentañ.
Ha me o vont a-dizh etrezek ar bignerez e teu ur soñj da skoilhañ ac'hanon.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
e-tro