Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A zegas euzh en ub. Tud euzhus. Treiñ a rejont kein d'o micher euzhus. Euzhus eo gwelet se. [1954] Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon. 2. A zegas aon en ub. Ur youc'hadenn euzhus. Un trouz euzhus a rae karr an Ankoù. 3. G. pouez. [2015] Termen a dalvez da greñvaat an anv-gwan a lakaer d'e heul. [2015] Chom difrom-euzhus. Euzhus e oa brav ar film : brav-kenañ e oa.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

euzhus

1732
Daveenn : GReg pg abominable (Van.), effroyable, étonnant (épouvantable)

euzhusañ

1732
Daveenn : GReg pg abominable (Van.)

euzhusoc'h

1732
Daveenn : GReg pg abominable (Van.)

euzhusañ

1732
Daveenn : GReg pg abominable (Van.)

Leoù euzhus a ra.

1850
Daveenn : GON.II pg lé (il fait des jurements horribles).

euzhus

1850
Daveenn : GON.II pg eûzuz ou heûzuz (horrible. terrible. épouvantable), pg heûzuz

ec'hus

1850
Daveenn : GON.II pg eûzuz ou heûzuz (horrible. terrible. épouvantable. [...] En Vannes, éc'huz).

euzhus

1850
Daveenn : GON.II pg éfreizuz, eûzik, eûzuz ou heûzuz (horrible. terrible. épouvantable), pg spouñtuz

Un dra euzhus eo.

1850
Daveenn : GON.II pg eûzuz ou heûzuz (c'est une chose horrible, terrible).

— « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. »

1867
Daveenn : MGK p66

Lakaat bern-war-vern a zo ul loen spountus, / Oc'h kement zo e luc'h gant daoulagad c'hoantus ; / Euzhus eo da welet.

1867
Daveenn : MGK p95

Ul luc’hedenn a fallagriezh euzhus a yeas dre e benn, e zaoulagad a lugernas : — D’am zro, emezañ ! Hag e galon a dride en e greiz.

1878
Daveenn : EKG.II p.149

D’ar youc’h-se taer, spouronus, euzhus, trec’h da drouz al lanv hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredoù drouk ha dic’hlan pep nerzh ha pep herder.

1923
Daveenn : SKET p.116

D’ar wazed ha d’ar merc’hed bet renet gant an alc’houeder Alouda ne ve ket hor c’haout ganto hiviziken un eurvad, ur gwarez nag ur vennozh ; ur gourdrouz an hini ez eo deut da vezañ, euzhusañ reuz dioutan ! Mont kuit a renkomp.

1923
Daveenn : SKET p.108

El latarenn a c’holoe ar mor e weled evel ur voull-dan, euzhus ha taer, a dostae outo a-dizh.

1923
Daveenn : SKET p.111

Ar galon en devoa bet da sevel e zaoulagad, ha, dirakañ, euzhus, euzhus un den — n’oa ket un den evel just — e benn gantañ hanterguzhet en ur valkenn du.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 40, pp.897-898 (Ebrel 1924)

Ar brigadier a rae leoù-douedoù spontus, euzhus, p’eo gwir penaos he wreg war bep hini anezhe a rae sin ar groaz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

An hent a heulie ar gourlen ; en em grommañ a rae en-dro dezhañ : pleg bev war behini ar speredoù dianket o devoa diazezet danevelloù euzhus-meurbet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

Ma ! neuze ec’h anavezet ur vorgazhenn, neuze oc’h evit kompren e petore digouez euzhus e oa martoloded ar Gwennili. Grevusoc’h hini ebet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.112

euzhus eo !

1931
Daveenn : VALL pg (c'est une) abomination

euzhus

1931
Daveenn : VALL pg abhorrer (susceptible d'être abhorré), abominable, affreux, atroce

- Va Doue ! va Doue ! Espernit din saotr euzhus ar c'hadaliezh !... Va diwallit glan, korf hag ene !

1949
Daveenn : SIZH p.51

Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon.

1954
Daveenn : VAZA p.187-188

Met n’eus den, nemet ha yennet e vefe bet er stad-se, barrek da verzout peseurt gwalenn eo e gwirionez ar vougasenn euzhus-se, ken tev, ken divoull hag ur vantell stoub kouezhet warnoc’h en ur serr-lagad, hag a guzh ouzhoc’h mor, oabl, hag all, evel pa vefec’h o c’hoari mouchig-dall.

1954
Daveenn : VAZA p.106

Gwalleur spontus, allas ! allas ! / Darvoud skrijus hag am dallas, / Taolenn euzhus taer o fuilhañ / 'Barzh ma spered d'e strafuilhañ !

1960
Daveenn : PETO p75

Er c'hêrioù koulz ha war ar maez / E saotront vil hor merc'hed kaezh ; / Hor paotred yaouank ganto ' ya / D'ar brezel pell, euzhusat tra !

1960
Daveenn : PETO p71

Euzhusat tonkad da vevañ !

1960
Daveenn : PETO p42

Ken tost din e tarzhas un' anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.

1999
Daveenn : KOKE.II p154

A-greiz-holl e welis neuz daou zen : unan bihan, o trotellat prim a-hed ar straed war-du ar reter, hag ur plac'hig, eizh pe zek vloaz dezhi marteze, o tont en ur redek ken buan ha ma c'halle eus ur straed kenserzh. Neuze, Aotrou, evel-just e stokas rust an eil ouzh egile e korn ar straed ; ha setu ma c'hoarvezads an dra euzhus : ar paotr, difrom, a varc'hellas korf ar plac'hig hag a lezas anezhi o krial war al leur.

2012
Daveenn : DJHMH p12

Petratos a sell ouzhin hag ouzh Talia a-bep-eil, nec'het, met Talia a chom difrom-euzhus.

2015
Daveenn : EHPEA p210

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p57-58

Ur pred euzhus e oa bet, ampezet ha strizh ha leun a zizampartiz hag a bredoù kasaus.

2023
Daveenn : DREAM p.20

Ofis publik ar brezhoneg