v.k.e.
Reiñ da anavezout, lakaat heverz (ur soñj, ur mennozh, ur perzh temz-spered...) e doare pe zoare (dre skrid, dre gomz, dre un oberenn arz, dre an emzalc'h...).
Ar pezh zo moustret a vez eztaolet e stumm pe stumm. Ezteuler ur soñj en un doare sklaer. An arzour a eztaol e bersonelezh dre e oberennoù. Ezteuler udb. dre jestroù.
Aes a-walc'h e oa evit an Ao. Utterson, a dra sur, o vezañ ma eztaole nebeut-tre e drivliadoù, ha gant e vignoned zoken e hañvale e zarempredoù bezañ soliet war an hevelep madelezh c'hougemerus.