1. Sempladur, gwanadur trumm eus nerzhioù ar c'horf betek koll e anaoudegezh.
Deuet e oa ur fallaenn din.
[1878] Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.
HS. sempladenn.
2. Diouer, berrentez eus nerzhioù ret (spered dh.).
Abalamour da fallaennoù an dud e voe pleget d'al lezennoù kriz.
HS. gwander.
3. Kemm war wazh, distresadenn e stad udb.
Emled ar galleg en deus degaset fallaennoù er brezhoneg komzet.
ES. gwellaenn.
4. Steredon.
Steuziadur klok pe darnel eus ur c'horf egor pa zeu ur c'horf all etre-eñ hag an arvester.
Ur fallaenn heol a c'hoarvez pa vez al Loar etre an Heol hag an Douar, ur fallaenn loar pa vez an Douar etre an Heol hag al Loar.
HS. gwaskadenn.
Daveenn :
GReg
pg défaillance (pamoison, évanoüissement), deterioration (action par laquelle une chose devient pire), eclipse (obsurcissement d'une Planete)
ur fallaenn en heol
ur fallaënn èn héaul
1732
Daveenn :
GReg
pg eclipse (du Soleil, interposition de la Lune entre la terre & le Soleil, qui nous dérobe la vûë de ce Pere de la nature)
fallaenn el loar
fallaënn êl loar
1732
Daveenn :
GReg
pg eclipse (de la Lune, lorsqu'elle passe toute, ou une partie dans l'ombre de la terre)
fallaenn
fallaen
1850
Daveenn :
GON.II
pg fallaen (Faiblesse. Défaillance. Évanouissement. Pamoison. De plus, éclipse, obscurcissement d'une planète), fazi, gwaskaden, mougaden, vaganérec'h
fallaennoù
fallaennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg fallaen (Faiblesse. Défaillance. Évanouissement. Pamoison. De plus, éclipse, obscurcissement d'une planète. Pl.)
Hir eo bet e fallaenn.
Hîr eo béd hé fallaen.
1850
Daveenn :
GON.II
pg fallaen (Son évanouissement a été long).
Fallaenn a vezo en heol ar sizhun a zeu.
Fallaen a vézô enn héol ar zizun a zeû.
1850
Daveenn :
GON.II
pg fallaen (Il y aura éclipse de soleil la semaine prochaine).
Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.
Abalamour da-ze, en em gavet e kichenn an treujou, e tistroaz truezuz varzu ar penn huela da zellet eur veach c’hoaz da viana ouc’h Anna Roue, astennet var barlenn Jannet ar Go, hag e chomaz eur pennad mantred ha dilavar : Guiska a reaz liou ar maro ; kredi a reat edo, hen ive, o vont da gaout eur fallaenn.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.76-77
Katell Eukat a yoa bev c’hoazh pa deuas an Aotrou Krenn eus e fallaenn, rak en ur gouezhañ er puñs e oa semplet, ha n’eo ket souezh : ur gwall-lamm e oa ivez hennezh, kouezhañ war ar penn en ur puñs don ; meur a hini a vije semplet evit nebeutoc’h.
Katel Eukat a ioa beo c’hoaz pa deuaz an Aoutrou Cren euz he fallaen, rak en eur goueza er puns oa semplet, ha ne ket souez : eur goall-lamm oa ive hennez, koueza var ar penn en eur puns doun ; meur a hini a viche semplet evit nebeutoc’h.
En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.
En em voaz da drec’hi ennout pep semplaënn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad-diegi, pep skuizder, pep hiraez, pep gourvenn, pep erez, pep kamm-drivliad da galon, pep fallaënn da ene, pep treuz-kammed da spered.