Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Fallagriezh. Dre fallentez en deus mastaret ma levr. HS. drougiezh. ES. madelezh. 2. Diouer a nerzh-korf. N'on ket klañv, ar fallentez an hini zo kouezhet warnon. HS. gwander. II. B. Ober kaset da benn gant ar youl da ober droug, poan, gaou. Kement fallentez en deus graet. N'ouzon ket petore fallentezioù a raent e Pariz. DHS. viloni. HS. falloni.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

fallentez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fallentez

fallentez

1732
Daveenn : GReg pg fausseté (chose fausse)

fallentezioù

1850
Daveenn : GON.II pg falleñtez

fallentez

1850
Daveenn : GON.II pg falleñtez

fallentez

1909
Daveenn : BROU p. 233

Keben dall gant ar fallentez ! / Ma c'halon, heuget-holl, a gren. / Kant gwech gwelloc'h ar baourentez / 'Get da vervel[,] lakaat un den.

1960
Daveenn : PETO p31

Ur gwir gristen a dle pardoniñ d'e hentez ; / Ankouaat a ran, eta, hep kaz, ho fallentez, / Daoust ha digant ma zud, pried ha bugale, / Ma teuy an Ankou kriz d'am lemel dizale.

1960
Daveenn : PETO p48

Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskig ha kontammet [,]/ Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberzh nammet !

1960
Daveenn : PETO p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial