V. dic'hour.
1. [1732] Dereout, bezañ mat.
Ar seurt tud-se a faotfe din. Ne faot ket lavaret an dra-se. An dra-se ne faot ket ma ve komzet anezhañ.
&
Tr. adv.
[1732] Evel ma faot, evel a faot : evel ma tere.
[1732] E-chiz ma faot. [1732] Evel ma faot. [1732] Ar bet a faot. [1732] Evel ma faote. [1732] Graet evel ma faot.
2. [1732, 1898] Bezañ ezhomm.
[1732] Faotiñ. [1732] Faotout. [1732] e defot nerzh ez faot finesa. [1732] Ne faot ket. [1732] Ne faot nemet div pe deir bervadenn.
[1898] Amañ zo faotet daou sac'had fosfat kaoc'h-houarn, n'a ket da ugent real pep hini.
&
Trl.
[1732] E-leizh a faot. [1732] Kalz a faot, [1732] Meur a faot. [1732] Paot a faot : pell ac'hano, pell diouzh ar gont.
3. FAOTAÑ DA (UB.): fellout da (ub.).
Ne faot ket dezhañ dont ganimp.
4. FAOTAÑ DA (UB.) : mankout da (ub.).
Petra a faot deoc'h, ma faotr ?