1. Merdead.
Hollad ar c'herdin, ar gouelioù, ar poleoù, h.a., a reer ganto evit embreger ur vag-dre-lien.
Fardaj ul lestr.
&
Fardaj dalc'h : hollad ar c'herdin a reer ganto da zelc'her ar gwernioù.
&
Fardaj-red : hollad ar c'herdin a reer ganto da zastum pe da zurc'haat ar gouelioù.
2. Dre ast., pemdez
Stalikerezh strobus, lu ha diezhomm prl.
Ur bern fardaj zo deuet gantañ.
3. Komzoù didalvez, goullo.
Fardaj ha gevier tout. Kozh fardaj.
[...] ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker : boulligoù, sirosoù, takennoù, eolioù, traet ha me oar, evit va mamm baour hag evidon me.
1954
Daveenn :
VAZA
p.36
Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardaj all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.
Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardach all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs meurbet.