Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. [1850] Meskad kig ha traoù all drailhet a lakaer e-kreiz meuzioù all. Lakaat farz e-barzh un domatezenn. II. Ent strizh. 1. [1850, 1929] Toaz graet gant bleud a boazher e meur a zoare. Farz gwinizh. & Farz sac'h : toaz bleud - gwinizh pe winizh-du - poazhet en ur sac'h e-barzh soubenn ar c'hig. Sac'h ar farz. & [1927] Farz breset, farz forn : doare gwastell graet gant bleud, sukr ha vioù. 2. Trl. Farz da lein : traoù mat a vo da zebriñ. An doubier-mañ a vez lakaet pa vez farz da lein. 3. Dre fent. Trl. Pemdez. Evel farz gant ar paotr kozh : hep diaester. & [1929] Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ha troad al leue bihan e-barzh ! : troienn a zistager pa'z a pep tra a-dreuz. 4. G. Ar meuz-se poazhet en ur sac'h lien. Ur farz gwinizh-du hag ur farz gwinizh.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

farz

1732
Daveenn : GReg pg farce (assaisonnement pour la volaille &c.; de la farce cuite en un sac dans la marmite, pour manger avec la viande, à la mode de Leon)

farz

1850
Daveenn : GON.II pg fars (pâte faite de farine de froment ou de sarrasin, que l'on met dans un petit sac de toile, pour la faire cuire dans le bouillon. On en fait cuire aussi au four [...] - Flan, sorte de tarte faite avec de la crème et des œufs, etc. HV).

farz tilinet

1909
Daveenn : BROU p. 429 (trop cuit ; ce mot ne s'emploie que pour les pâtes)

farz

1909
Daveenn : BROU pg fars (pâte cuite)

farz breset

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bres

Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.

1929
Daveenn : SVBV p6

Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet mat ec'h eus, m'el lavar dit ! Pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o azkoan ! A ! Satordallik ! Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ha troad al leue bihan e-barzh !

1929
Daveenn : SVBV p9

[G]oude 'oa kouignoù, gwestell, farz vioù, frouezh[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p26

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II e vez graet "koufoc'h" eus an toaz-se en Enez-Eusa.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial