fav
favenn
'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz « garbanzos » (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijez bet kaset da zebriñ yod-silet e ti da vamm. Brrr !...
Ne oa tremenet c'hoazh nemet pevar devezh ha setu ma vanke ar c'hafe ha pa'z ejod da ober ur sell er c'harchedoù e oa anat e oa aet bas pep tra ; ha diwar neuze e voe bemdez un dra bennak nebeutoc'h : gwin, fav, avaloù-douar ha, pa zeuas tro ar sukr da vankout e veze kavet gwall c'hwerv an te, brav deomp c'hoazh pa oa bet dizoloet ar voestadig te-se e pakadoù unan ac'hanomp ; paneveti e vije bet ret tremen gant dour sklaer, rak gwall bell e vije bet kas unan bennak betek ur gêr bennak da gerc'hat geot-sitroñs.
"Homañ yantao ne ziwano ket ar fav en he genoù", eme Bernez en ur skarzhañ ar bruzun chokolad a oa war e vourroù.
Bez' e c'hell unan frotañ e zaouarn peogwir n'eus muntr ebet hag ez eo en em roet da renkañ an dielloù, bez' e c'hell soñjal emañ en diogel o vezañ ma vir an arouaregezh outañ a ober fazi pe fazi, un dra eo koulskoude ar soñjoù brav hag un dra all an hezougell a son da eizh eur hanter diouzh ar beure, p'emañ gant banne kafe kentañ an devezh, o tineudennañ fav glas gant e bried.