Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Istor berr zo da bal dezhañ lakaat ar selaouerien, al lennerien da (vous)c'hoarzhin. Distagañ fentigelloù. Atav e vez ur fentigell prest da lammat diwar beg e deod. HS. bourd, farsadenn.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

fentigell

1931
Daveenn : VALL pg badinage, blague (plaisanterie), boutade (saillie de l'esprit)

Un teod lemm en doa, da c’houzout distagañ pastelloù bourdoù ha fentigelloù en ur c’hoarzhin skiltrus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.173

Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

- Breur Arturo !... - Pouezañ a rae an Tad-Mestr war e gomzoù - N'eo ket ar « Capitulo de Culpa » ur fentigell, ul lid da ziduellañ faltazi ar varzhed yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.60

N'eo ket abalamour ma 'z oa douget da wiskañ ar sent, na dre ma plije dezhañ kanañ ar gousperoù e brezhoneg penn-da-benn, met o vezañ ma verve [sic] faltazi, ha marteze fentigell e-leizh en e gokenn, o vezañ ma 'z eo bet un aozer gwerzioù, gwell [gwall] dister emichañs, met da vihanañ un damskeud, ur raktres eus un arzour.

1954
Daveenn : VAZA p.24

Savet e vo ul leur-c’hoari er porzh a-dreñv, dindan ar c’hled bras ma stign ennañ ar vartoloded o c’houez da sec’hañ, tu e vo da lakaat eno ur bern arvestourien da selaou pezhioù-c’hoari, kanaouennoù, fentigelloù a bep seurt, ha goude e tañso an holl, dañsoù Bro-C’hall, hag evel-just hor re-ni.

1954
Daveenn : VAZA p.85

D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : kalz berzh ha rejomp gant hor sonerezh hag hor c’hoariva, ha pep gwech e rankis evel-just displegañ Elle est morte, ur bourd e oan krog da vezañ faezh gantañ, met plijout a rae muioc’h-mui d’an admiral, deut a-benn, moarvat, da c’houzout ar fentigell-se dre’n eñvor ha war hec’h hed.

1954
Daveenn : VAZA p.103-104

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial