Pellgargañ ar gerioù kar fentañ fentigell fentigellañ fentigellerezh mousfent
kaout fent gant
ober fent da
fent
ober fent
Fent ho po, emichañs, o klevout pegen marc’had-mat e kouste en holl d’an holl bevañs ha studi e Landreger.
Soñj am eus bete-vremañ – mar n’eo ket ur fent ! – eus pennadoù ’zo, da skouer : « Ma cithare, ô Romains […] ».
Truez am boa outañ evel[-]just ha war an dro fent a rae din un tammig, rak o vezañ ne oa ket gwell gustum da leñvañ, ober a rae evel pa vije bet o sachañ Loull d’e doull.
Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez.
Marteze, fent o devo darn 'zo gant ar pennad-mañ met n'eus forzh.
Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »
Ha dont a reas da soñj deomp hon-daou kemer un tamm fent diwar-goust ur c'hartennour hag a oa deut d'ar Gabon er memes amzer gantañ ; hennezh en devoa ur c'hozh tamm ki divalav, ha sot e oa e vestr gantañ, hag un ano meurdezus-meurbet en devoa roet d'e gi : Tigr.
Gallout a reer adkemer prezegenn ar stourmerien, pe hini an enebourien, dirak an arvesterien, gant binvioù ar furlukined, da lâret eo ar fent hag an dreveziñ dreist pep tra.
Ma c'hoarvez d'un den o tremen bezañ kizidikoc'h deus ar c'hudennoù sokial evit deus ar fent du ez eus riskloù ez afe hemañ e fulor, ha marteze e tapo unan deus ar vanifesterien faos ur skouarnad digantañ !