Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. En noz-mañ, emberr da noz. Tavedek eo fenoz. Glav a ray fenoz. Fenoz emañ an abadenn. & Tr. adv. Fenoz kentañ : en noz-mañ, end-eeun. 2. RANNYEZH. E-kerzh al lodenn eus an devezh n'eo ket tremenet, hiziv. Fenoz e vo graet. Ne zeuy ket fenoz. & MIL FENOZ : diwezhat kenañ. Hag e vez atav mil fenoz a-raok ma teu d'e goan. & En deiz a hiziv. Gwechall ha fenoz. & Tr. adv. En deiz a fenoz : en deiz a hiziv.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

fenoz

1732
Daveenn : GReg pg anuit

fenoz e vezo graet

1732
Daveenn : GReg pg anuit

fenoz ne vezo graet

1732
Daveenn : GReg pg anuit

fenoz ne zeuy

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui (il ne viendra pas aujourd'hui)

fenoz ne zeuyo

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui (il ne viendra pas aujourd'hui)

ne zeuio ket fenoz

1850
Daveenn : GON.II pg fénôz, fénô

fenoz

1850
Daveenn : GON.II pg fénôz, fénô, féteiz, hénôz

fenoz

1850
Daveenn : GON.II pg fénôz, fénô

Daou a gred e ve mat mont raktal dizamant / Da gavout an heizez ; eben chomo er gêr ; / Rak gant he zreid pounner e ve labour gortoz, / N'en em gavfe fenoz ; / An heizez a varvfe.

1867
Daveenn : MGK p47

Va mab, eme an Aotrou de Kermengi [sic] gozh, evel disammet hag en ur sellet ouc’h an den yaouank, ma c’houlennfen diganeoc’h ha reiñ a rafec’h a-galon-vat fenoz, neket warc’hoazh, fenoz, ho puhez, mard eo ret, evit ho Toue, ho relijion hag ho pro, hag en ober a rafec’h ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.20

— Nann, n’hoc’h eus ket a c’hoant da vont e-mesk tud hag a ra kement a draoù fall ; abalamour da-se e talc’han ac’hanoc’h ganen, mes ne chomo nemedoc’h ; ar re all a alian da zistreiñ fenoz pep hini d’e gêr.

1878
Daveenn : EKG.II p.7

Ar pezh a livirit a vezo graet, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ha skouarn ar c’had ned eo bet james tanavoc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.

1878
Daveenn : EKG.II p.114

Abaoe fenoz ‘kav din, [a]otro[u], / A reer kerden gant ma bo[uz]ello[ù] ! / Chetu an holl arc’hant laeret, / Nemet ar pezh am eus evet. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Deuit 'ta da lojañ fenoz.

1985
Daveenn : DGBD p79

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial