Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lidadeg, laouenidigezh en enor d'un dra blijus, d'un darvoud dibar. Gwechall, pa veze un eured e pade ar fest tri devezh. Fest al leur nevez. & Trl. Bezañ fest en ub. : bezañ plijet-tre. Houmañ, a c'hellit krediñ, a oa fest enni, evel ma vez lavaret ! & Trl. PEMDEZ Fest ar vazh, fest ar geuneudenn : abadenn daolioù. Bezit fur bugale, pe ho po fest ar vazh a-raok an noz. 2. Prantad ebat, diduamant graet a-stroll. Mont d'ar fest. Redek, hentiñ ar festoù. Lakaat tud ar fest da zañsal. HS. gouel. 3. Banvez. Ur fest eured. & Fest an hoc'h : friko a servijed d'ar vignoned ha d'an amezeien pa veze lazhet ar pemoc'h gwechall war ar maez. & Ober fest : ober chervad.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

fest

1499
Daveenn : LVBCA p77 (feste, ou solempnite)

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Daveenn : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

fest

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bauquet, danse, ebat, festin

fest ar barrez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg feste (de la paroisse)

fest bras

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (bonne) cher

fest ar moc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fest (ar moc'h)

gober fest

1732
Daveenn : GReg pg (faire bonne) chere

festoù Bakus

1732
Daveenn : GReg pg baccanales (fêtes de Bacchus chez les Payens)

festoù, ha banvezioù en enor d'ar falsdoue Bakus

1732
Daveenn : GReg pg baccanales (fêtes de Bacchus chez les Payens)

festoù an Doue Bahh

1732
Daveenn : GReg pg baccanales (fêtes de Bacchus chez les Payens)

fest

1732
Daveenn : GReg pg banquet (festin), chere (repas qu'on donne à ses amis), danses (au jour de fêtes), fixe (déterminé, arrêté.)

festoù

1732
Daveenn : GReg pg banquet (festin)

fest ar gwadegennoù

1732
Daveenn : GReg pg (regal, ou, festin de) boudin(s)

festoù moc'h

1732
Daveenn : GReg pg (regal, ou, festin de) boudin(s)

graet fest

1732
Daveenn : GReg pg (faire bonne) chere

festoù

1732
Daveenn : GReg pg danses (au jour de fêtes)

ha fest vezo ?

1732
Daveenn : GReg pg (y aura-t'il des) danses (au pardon ?)

fest an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg (fête de la) dédicace (qui se celebre tous les ans)

fest vras

1732
Daveenn : GReg pg (grand) festin

fest vihan

1732
Daveenn : GReg pg (petit) festin

ober fest

1732
Daveenn : GReg pg (faire) festin (festiner, être en festin, se régaler)

festoù

1850
Daveenn : GON.II pg fést

warc'hoazh emañ fest ar gwadegennoù

1850
Daveenn : GON.II pg fést

fest erbedenner

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fést (-erbédenner), servich

fest

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fést

Pedet voe ganto da zebriñ, / Petra bennak n'oa fest ar maout.

1867
Daveenn : MGK p68

Ne lavare ket gaou : pep den, deut d'an oad-se, / Dioc'h taol fest ar bed-mañ mont laouen a dlefe, / 'N ur drugarekaat ha graet e bakadenn ; / Rak pegeit e c'heller, o tennañ war 'n neudenn, / Dale c'hoazh d'he zerriñ ? — « Perak 'ta klemm, den kozh ? »

1867
Daveenn : MGK p102-103

Amzer hon eus, eme ar c’habiten, a verve e lagad en e benn hag a dride e galon en e greiz o klevet hanv eus a ober fest.

1877
Daveenn : EKG.I. p.222

Ne vez ket re alies em zi soudarded ar republik, ha fenoz mar o deus un tamm amzer, e raimp un tamm fest.

1877
Daveenn : EKG.I. p.221-222

Ne vezo kanet nemet kanaouennoù a vrezel, a lakay kalon an holl da dridal, ha, da ziwezhañ, ec’h azezimp holl ouc’h an daol evit dibriñ, evel breudeur, ur fest ha ne vanko ennañ na cher vat leizh-kof, na gwin kozh da evañ gant ar skudell.

1877
Daveenn : EKG.I. p.176

Guir a livirit ; mez va fried a zo grignouz an tamnn anezhi. Ma klefe e ven bet oc’h eva eur banne epken zoken ganeoc’h c’houi, e c’helfen kaout fest ar vaz varc’hoaz vintin, en eur digouezout er gear.

1877
Daveenn : EKG.I. p.218-219

Hor fest ne voe ket druz, va c’hrediñ a c’hellit ; n’hor boe da zibriñ nemet bara torzh hag un tammig bihan a gik.

1878
Daveenn : EKG.II p.13

Ar Sul war-lerc’h, an aotrou person en deus embannet an daou [z]en yaouank, ha, goude ar gousperoù, eo bet graet en Kervarker fest ar c’houlennadeg.

1925
Daveenn : BILZ2 p.154

fest ar vazh

1931
Daveenn : VALL pg bastonnade

Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial