Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Displijet-kaer, fachet. N'int ket feuket o welet kement-se. Feuket ruz e oa. Ur c'hoarzhig feuket. HS. arfleuet, fumet, mouzhet.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.41

ho trugarekaat a ran ur wech ouzhpenn hag ur wech c'hoazh ; ha ne ouzhpennin nemet ur gerig, Utterson, ha me 'oar ne viot ket feuket : un afer brevez eo, hag ho pediñ a ran da na emellout enni.

2012
Daveenn : DJHMH p34

An enebourien ne c'hortozont nemet un digarez evit mont e kounnar, evit lâret int feuket-bras, ha paouez gant an divizoù ha tamall ar stourmerien deus kement-se...

2015
Daveenn : DISENT p139

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial