Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an emgannoù gant klezeier) Ober un dagadenn war-raok gant ur c'hleze. 2. Broudañ. Feukañ ub. gant ur vazh, gant un taol ilin. & Dre ast. (en tu gouzañv) Gwallgas gant komzoù, emzalc'hioù rust. Feuket eo bet gant ar pezh am eus lavaret. II. V.g. 1. Reiñ taolioù gant udb. hir. Edo ar plac'h o feukañ dindan ar gwele gant ur vazh evit tapout ar c'hazh. 2. Dre ast. (db. an dud) Dont da vezañ feuket. Feukañ a ra buan.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

feuket ur re

1732
Daveenn : GReg pg (donner des) bourrade(s), (bourrer quelqu'un)

feukañ

1732
Daveenn : GReg pg (donner des) bourrade(s), (bourrer quelqu'un)

feuket

1850
Daveenn : GON.II pg feûka (Bourrer. Maltraiter. Porter une botte, en terme d'escrime. Au figuré, porter un coup fourré, un coup de traître. Part.)

feukañ

1850
Daveenn : GON.II pg feûka (Bourrer. Maltraiter. Porter une botte, en terme d'escrime. Au figuré, porter un coup fourré, un coup de traître).

feukañ

1923
Daveenn : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "froisser, offenser".

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Daveenn : SKET p.102-103

feukañ

1931
Daveenn : VALL pg (porter une) botte (à)

feukañ

1931
Daveenn : VALL pg bourrade (donner des -s)

Ar pez am feuke e oa ne intenten ket yezh Gwenediz o kaozeal brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Ar re ac’hanomp o doa sae[où] gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag ul lid drouizek a voe graet war ur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feukañ hiniennoù, zoken e Kevredigezh Vreizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

A-viskoazh e oa bet an teul un hurlink evit an noter. E feukañ a rae ken evel an noter, ken evel un den stag ouzh doareoù reizh ha boas ar vuhez

2012
Daveenn : DJHMH p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial