Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Diwezh. A-benn fin ar miz e vo prest. & Trl. Na vezañ fin ebet d'udb. : padout pell-tre. 2. Impl. da ak. h. Trl. Kaout fin : bezañ echu gantañ ober udb. Ne'c'h eus ket fin c'hoazh ? & Bezañ fin d'ub. : bezañ graet gantañ. En-dro-mañ ez eus fin dimp. & Bezañ fin gant udb. : bezañ echu gantañ. Fin zo gant an tabut. 3. Tr. adv. A-benn ar fin, da fin an dra : en diwezh, erfin. A-benn ar fin en doa serret e c'henoù. & (dirak un av.) Dre fin : dre forzh. Dre fin klask en e spered e kavas an tu. II. GALLEK. Pal, disoc'h un ober.

Skouerioù istorel : 
76
Kuzhat roll ar skouerioù

fin

1499
Daveenn : LVBCA p77 (idem)

AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral

1575
Daveenn : M. p36

Neuze ez voe digaset a divers proviñsoù hanter-kant orator, pere a eksede an holl re arall mortel e pep siañs monden, maz teuzo[nt] da c'houlenn pe da fin ez oant galvet a gen pell ha divers broioù da Aleksandri.

1576
Daveenn : Cath p11

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Daveenn : Cath p7

M. Pet tra zo neseser d'ar C'hristen evit e silvidigezh ha da arruout en e fin ? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1622
Daveenn : Do. p10

M. Pe da fin oc'h-c'hwi bet leket en bed-mañ ? D. Evit karet ha servijañ Doue en vuhez prezant-mañ, hag evit goude-se bezañ da vizviken en baradoz.

1622
Daveenn : Do. p8-10

pe d'ar fin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (a quelle) raison

fin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fin

d'ar fin ma

1659
Daveenn : LDJM.1 pg affin de

tennañ war e fin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tirer (a sa fin)

M. Pet tra zo neseser da ur c'hristen, evit e silvidigezh, hag evit arruout en e fin? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1677
Daveenn : Do. p11

Pe da fin ez oc'h bet leket er bed-mañ ?

1677
Daveenn : Do. p9

20. D'ar fin, pa rentin va ene, / da'm Aotrou JEZUZ, ma Doue, / Grit din pignat d'ar baradoz, / Da veuliñ Doue da james.

1677
Daveenn : Do. p70

ober fin

1732
Daveenn : GReg pg consommer (achever, finir), finir (faire fin à une chose.)

tennañ a ra d'e fin, d'e finvezh

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme est sur son) declin

bede 'r fin

1732
Daveenn : GReg pg (jusqu'au) bout

d'ar fin

1732
Daveenn : GReg pg afin

d'ar fin ma karor Doue

1732
Daveenn : GReg pg afin

d'ar fin ma vezo karet Doue

1732
Daveenn : GReg pg afin

lakaat fin da

1732
Daveenn : GReg pg achever

ober fin da

1732
Daveenn : GReg pg achever, conclure

komzioù hep fin

1732
Daveenn : GReg pg affluence (de paroles).

ken alies ez a ar pod d'ar feunteun, ma teu er fin da derriñ

1732
Daveenn : GReg pg briser (tant va la cruche à l'eau, qu'enfin elle se brise)

beg fin ar bed

1732
Daveenn : GReg pg (le) Cap (de fin de terre)

kab fin an douar

1732
Daveenn : GReg pg (le) Cap (de fin de terre)

entof fin

1732
Daveenn : GReg pg fin (Etoffe fine.)

lakaat fin da

1732
Daveenn : GReg pg conclure (achever, terminer)

fin

1732
Daveenn : GReg pg conclusion (fin, ce qui termine quelque chose), dessein (fin), fin (le bout de certaines choses.)

lekeet fin da un dra

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mettre fin à quelque chose, pp.)

ober fin eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mettre fin à quelque chose.)

graet fin eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mettre fin à quelque chose, pp.)

hevelep komañsamant, hevelep fin

1732
Daveenn : GReg pg fin (Tel commencement, tel fin.)

Ar gomañsamant vat a ra fin vat.

1732
Daveenn : GReg pg fin (Tel commencement, tel fin.)

fin vat

1732
Daveenn : GReg pg fin (Bonne fin.)

ober fin vat

1732
Daveenn : GReg pg fin (Faire bonne fin.)

graet fin vat

1732
Daveenn : GReg pg fin (Faire bonne fin, pp.)

gwall fin

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mauvaise fin.)

ober gwall fin

1732
Daveenn : GReg pg fin (Faire une mauvaise fin.)

ar pevar fin diwezhañ

1732
Daveenn : GReg pg fin (Les quatre fins dernieres.)

Soñjit ervat en ho finioù diwezhañ, ha birviken pec'hed na reot, eme ar Skritur Sakr.

1732
Daveenn : GReg pg fin (Pensez bien à vos fins dernieres, & vous ne pecherez jamais.)

Soñjit a-barfeted en ho pevar fin diwezhañ, ha birviken pec'hed na reot, eme ar Skritur Sakr.

1732
Daveenn : GReg pg fin (Pensez bien à vos fins dernieres, & vous ne pecherez jamais.)

fin

1732
Daveenn : GReg pg fin (Fin, but qu'on se propose.)

Pe evit fin ?

1732
Daveenn : GReg pg fin (A quelle fin ?)

An obstinasion er pec'hed bede ar fin eus ar vuhez.

1732
Daveenn : GReg pg final (L’impénitence finale.)

graet fin

1732
Daveenn : GReg pg finir (faire fin à une chose.)

n'en devezo na fin, na difin

1732
Daveenn : GReg pg eternel (qui n'aura jamais de fin)

tud hemp fin

1732
Daveenn : GReg pg fourmiliere (Une fourmiliere de monde, Van.)

An aotrou Doue a recev er gwenvidigezh ar re o deus kunduet bede ar fin ur vuhez santel.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

tennañ da e fin

1732
Daveenn : GReg pg definer (être près de sa fin)

a laka fin da un dra

1732
Daveenn : GReg pg definitif (ive)

ur Setañs a laka fin da ur prosez

1732
Daveenn : GReg pg (une sentence) définitive

er fin

1732
Daveenn : GReg pg (en) dernier (lieu, finalement)

e fin da

1732
Daveenn : GReg pg (a) dessein (de, afin de; pour)

Fin al levr

1732
Daveenn : GReg pg fin (La fin du livre.)

war fin an hañv

1732
Daveenn : GReg pg fin (Vers la fin de l'Eté.)

lakaat fin da un dra

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mettre fin à quelque chose.)

fin

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fin (Fin, terme, ce qui termine).

War ar fin

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fin (à la fin).

fin ar bed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fin (La fin du monde).

Da bep tra, er bed-mañ, eus ur fin, ha marteze ho pezo c’hoant da c’houzout penaos e kuiteas Loull ar Bouc’h ar bed-mañ evit mont da gontañ da Zoue e holl fallagriezhoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.146

Skuizhañ a reas gantañ, a-barzh ar fin, ar gatoliked vat hag ar chouanted.

1877
Daveenn : EKG.I. p.102

A ! mar gallfent !… Ya, met re diwezhat eo, ne c’hallfont ket tennañ, eus fin foñs o bouzelloù, ar per o devoa debret. Siwazh ! pell, re bell a oa erru ar per-se. Ha pegement a blijadur o devoa gouzañvet o tastum, o kuntuilh, o tibriñ ar per, ar c’hastrilhez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

Evel-se ivez ar Vretoned yaouank, o c’halon hag o ene moulet war re o zadoù-kozh, a reno o buhez, sklêrijennet gant ar skouerioù a [z]eu dezhe eus fin foñs goueled ar bloavezhioù, pa oa o gouenn skignet war douaroù ar Sav-heol, a-raok ma teuas o zud-kozh en enez Breizh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

ac'hann da fin ar bed

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici la fin du monde)

fin ar bed

1927
Daveenn : Geri.Ern pg ac'hanen

fin

1927
Daveenn : Geri.Ern pg ac'hanen

Pa voe fin d'ar vreutadeg, hag an holl a-unvouezh evit krouiñ l'Union Régionaliste Bretonne, e krogjod da zibab ar re a vije lakaet e pep « kevrenn ».

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Setu me 'ta fin da'm studioù e Roazhon.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

A-benn ar fin e oa disklêriet din ar wirionez : div bobl a veve en departamant « Côtes-du-Nord », unan er c'huzh-heol hag eben er sav-heol, ar re gentañ a oa Tregeriz ha Kerneviz, hag ar re all a oa Breizhiz « Gallo ».

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Job ha Lom a oa kendirvi kompez evit o brasañ maleur, rak dre ma oant kerent eo e teujont d’en em zaremprediñ ; evit o brasañ maleur ivez e oant o chom o-daou e kêr Lanurgad, rak, panevet se, marteze, an amzer he dije lakaet fin d’o darempredoù.

1944
Daveenn : ATST p.25-26

A-benn ar fin, Job a lavaras : — « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun.

1944
Daveenn : ATST p.106

Gant da geinvan ehan, bugel, / Ha mir kabestr, kentr ha sugell. / Ma skiant-vat a ziskouez din / Petra da ober hag er grin. / Foei d'ar breud ha d'hon abadenn, / Laka fin da'z klemmuskadenn !

1960
Daveenn : PETO p19

Kampoù tremen ha kampoù labour goude, hag evit un darn ac'hanomp an distro a-raok fin ar bloaz.

1985
Daveenn : DGBD p6

Er penn pellañ, ur rummad pazennoù o sevel betek un nor vourellet ruz ; dre aze e voe degemeret a-benn ar fin an Ao.Utterson e kambr-studi an doktor.

2012
Daveenn : DJHMH p43

Goût a reont peseurt riskloù a zo war dachenn ar justis an taol-mañ, ha prest int da sammañ anezho evit ma cheñchfe an traoù, a-benn ar fin.

2015
Daveenn : DISENT p101

Pa oant bet erskrivet deomp a-benn ar fin e oa bet lavaret deomp en apotikerezh ne roent ken louzeier peogwir emañ hor c'hilezennoù en o dle hag e vije ret deomp paeañ diwar hon leveoù krennet.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial