I.
V.g.
1. (db. an tan)
Kregiñ.
[1850] An tan a flammas en un taol.
2. (db. an tan)
Teuler flammoù.
An tan a flamme. Ret eo c'hwezhañ an tan, evit ma flammo.
HS. flammenniñ, flamminañ.
3. Dre ast. (db. ar gorreennoù levn)
Disteuler ar gouloù a bar warnañ.
HS. luc'hañ, lugerniñ.
4. Skediñ, lugerniñ.
Gwez pin uhel ha sonn, ma flamme an oabl etre o feulioù.
5. (db. al livioù)
Dont flamm, splann.
An nadozioù en o fodoù pri a flamme o livioù ruz. Pennoù aour ar roz-kamm a flamme.
DHS. birvidikaat, splanniñ.
6. Dont droug en unan ouzh ub.
Flammañ an eil ouzh egile.
II.
V.k.e.
1. Lakaat an tan da gregiñ en udb.
Lod a flamme o c'horn.
HS. tanañ.
2. Deviñ.
Grit tan da flammañ krez an hini bihan.
3. Dre skeud.
Lakaat droug da vont en ub.
Ne rit nemet flammañ an dud, spered an dud.
DHS. brouezañ, fuloriñ, kounnariñ.
HS. imoriñ.
4. Dre skeud.
Trec'hiñ, reiñ lamm da.
Nerzh a-walc'h am boa evit flammañ ar pikol manac'h.
Daveenn :
GReg
pg flamber (jetter de la flamme, Van.), flamboyer (parlant des corps polis & luisans, Van.)
Lakaat an tan da flammañ.
Laçqât an tan da flamma.
1732
Daveenn :
GReg
pg flamber (Faire flamber le feu.)
flammet
1850
Daveenn :
GON.II
pg flamma (1. flamber, jeter de la flamme. s'enflammer. 2. épurer, rendre plus pur. Part.)
flammañ
flamma
1850
Daveenn :
GON.II
pg flamma (1. flamber, jeter de la flamme. s'enflammer. 2. épurer, rendre plus pur).
Likit an tan da flammañ.
Likid ann tân da flamma.
1850
Daveenn :
GON.II
pg flamma (faites flamber le feu).
An tan a flammas en un taol.
Ann tân a flammaz enn eunn taol.
1850
Daveenn :
GON.II
pg flamma (le feu s'emflamma tout à coup).
grit tan da flammañ krez an hini bihan
Grit tan da flamma krez an hini bihan
1909
Daveenn :
BROU
p. 238
Flammañ a reas war lein ar grec’hienn-greiz, war vegel bro-Vanos ; ha skediñ e teñvalijenn an noz evit eurvad ha levenez an dud, frealz ha kennerzh an doueed.
Flamma a reas war lein ar grec’hienn-greiz, war vegel bro-Vanos ; ha skedi e tenvalijenn an noz evid eurvad ha levenez an dud, frealz ha kennerz an doueed.