Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Pladañ, distummañ ur c'horf bnk. dindan ur gwask kreñv, gant ur stokad rust. Flastrañ udb. dindan e dreid. Flastret en deus ar wenanenn en e zorn. An den a voe flastret dindan ur bern bras a vein. Flastrañ a reas ar gelienenn gant un taol torchouer. Ur pezh maen a zisac'has hag en flastras. & Ent strizh (db. danvezioù zo) Gwaskañ, breviñ. Flastrañ rezin d'ober gwin. Flastrañ avaloù. HS. frigasañ, frikañ. 2. Dre ast. (db. an dud, al loened) Pilat ha tremen war korf ub. Flastret eo bet gant ur wetur war an hent. Flastret em eus ur c'hi o vont da'm labour. HS. pladañ. 3. (db. an edeier) Lakaat a-stok ouzh an douar. Flastret eo bet ar maiz gant an avel. B. Dre ast. (db. al lavnennoù) Kizañ. Flastrañ barvenn ur vouc'hal. C. Dre skeud. 1. Breviñ (dindan ur bec'h pounner). Lod anezho a gouezh dindan ar bec'h o flastr. 2. Faezhañ (dindan re a labour). Flastret e oant bet gant ar skuizhder. 3. Gwaskañ, mac'homañ. Klasket en doa ar gouarnamant flastrañ ar bobl. II. V.g. 1. Pladañ, en em zistummañ, en em zistresañ ouzh ur stokad rust. Ur valafenn zo deuet da flastrañ war gwerenn-dal ar c'harr. Aet eo an nijerez da flastrañ ouzh ar menez. 2. (db. gwagennoù ar mor) En em astenn ha fregañ en ur eonenniñ. Ar mor o flastrañ. DHS. tarzhañ.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

flastrañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg froisser

flastrañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accabler, ecraser

flastta [evit flastra]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg briser

flustra [evit flastra]

1699
Daveenn : Har. pg flastrañ (ecraser)

flastrañ

1732
Daveenn : GReg pg écraser, froisser (Froisser contre une muraille, contre la terre &c.)

flastrañ

1732
Daveenn : GReg pg briser (rompre), écraser

flastret

1732
Daveenn : GReg pg briser (rompre), écraser, froisser (Froisser contre une muraille, contre la terre &c., pp.)

flastriñ doc'h &c

1732
Daveenn : GReg pg froisser (Froisser contre une muraille, contre la terre &c., Van.)

flastrit ar velfedenn-se

1850
Daveenn : GON.II pg flastra

perak e flastrit-hu ar geot evel-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg flastra

Flastrit ar c'hlos kistin gant ho treid.

1850
Daveenn : GON.II pg klosen gistin (Froissez les bogues avec les pieds).

flastrañ

1850
Daveenn : GON.II pg flastra, frika, moustra

flastret

1850
Daveenn : GON.II pg flastra

Mar kollit, klaskit ho tro da dec’het hep bezañ re dizhet ; mar gounezit, it a-raok ha flastrit muiañ ma c’hellfet hoc’h enebour.

1878
Daveenn : EKG.II p.103-104

Krediñ a reer ez omp flastret, netraet, disneuziet, aet da C'hallaoued.

1911
Daveenn : PSEP p III

Paotred ha merc’hed holl int en em unanet en ti Jaketa, c’hoar Erwan, hag eno, goude ali ha kuzul, e oa bet kemennet da bep hini klask tu pe du da waskañ Janedig, da flastrañ al lorc’h a oa enni. Met penaos, penaos ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

flastrañ

1931
Daveenn : VALL pg assommer

Klozet ganti he daoulagad, flastrañ a reas he diweuz gant un dic'hwezhadenn drivliet, war genou Hor Salver. Hag e savas da vont.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Ma ne veulez da di e kouezho da'z flastrañ.

2015
Daveenn : EHPEA p399

Gantañ [ar patron meur] e voe graet un dra ha ne vo ket tu da zresañ morse : klask a reas tec'hout diouzh an tabut gant ur c'harr-tan ha flastrañ a reas gar an den yaouank.

2015
Daveenn : DISENT p83

Paotred a bep seurt o flastrañ politikourion a daolioù.

2015
Daveenn : EHPEA p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial