flatret
flatret
Ac’hañ'ta [sic, Ac’hanta], flatret e voe raktal d’ar Prefed, ha gant mil boan e teuas a-benn da ziskouez anat ha splann n’en devoa morse labezet nag ar Republikaned nag ar… « Barizianed leun a vreinadur ».
Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat [sic, vad] ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
flatrer