"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
— « O ! o ! marichal, flastret eo ho fri ? Ho figur a zo leun a wad ! Petra ’zo c’hoarvezet ganeoc’h ? »
Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me [sic, "ma"] c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.
Gouenn ar Bahouined, Mfang eus o gwir anv, eo an hini c'halloudusañ el lodenn-se eus Kreiz Afrika ; edont da vat oc'h aloubiñ ar vro etrezek ar Gornaoueg hag ar Su d'ar mare m'eo degouezhet an dud wenn da vezañ mestr ar vro, ha flastret e vije bet ar pobladoù all ganto, ma ne vije ket bet Europiz aze evit saveteiñ ar restadoù diwezhañ anezho.
Ur pennad goude bezañ kuitaet Ebolengozh e treuzomp plantadegoù kozh a zo un euzh gwelout penaos ez int bet drastet : pep tra a zo bet breset, mac'het, flastret, ur voulc'henn bep dek metr dre wask ar strouezh, ar c'heuneud dibennet ha drailhet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
flatoullañ