Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad flemmañ. Ur flemmadenn wespedenn. HS. pikadenn. 2. PEMDEZ Darempred revel. Ouzhpenn ur flemmadenn zo bet ! 3. Dre skeud. Komz flemmus. Ne voe nemet tabut ha flemmadennoù. Flemmadenn amañ, flemmadenn ahont, hag e koll pep hini un tammig eus e vrud vat.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

flemmadenn

1931
Daveenn : VALL pg (piqure d')aiguillon, brocard

- C'hwi, chomit gant ho kramenn, mar plij ganeoc'h ! Krenet he doa mouezh ar breur Arturo, en ur zistreiñ e flemmadenn d'ar breur Celestino.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Tamm-ha-tamm e krog ennoc'h ezhomm da darlaskat, ha santout a rit flemmadennoù war ho korf, un tammig a bep tu.

1985
Daveenn : DGBD p59

War ar goeñvenn e verzhan ur flemmadenn hag ur poentig ruz peuzdiwelus.

2015
Daveenn : EHPEA p38

Unan eus e flemmadennoù eo honnezh met boas on oute ha ne bikont ket ac'hanon. Dont a reont gantañ pa vez hegazet pe chifet peurliesañ he gwelout a ran bremañ diouzh e neuz pegen chifet eo.

2015
Daveenn : EHPEA p240

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial