I.
v.k.e.
A.
1. (db. ar c'horf, ar poanioù)
Reiñ ur boan lemm, evel gant un taol flemm.
Flemmet e vez alies en e gein gant ar remm.
HS. broudañ, pistigañ.
2. Dre ast., PEMDEZ
Pikañ.
Hiziv e flemmer an dud a-enep an derzhienn-domm.
3. Ensinklañ e vinim gant ur flemm.
Bezañ flemmet gant un naer. Flemmañ ar chatal a ra ar moui.
4. (db. ar plant dreinek)
Broudañ.
E-leizh a bikoù lann a zeuas d'e flemmañ. Flemmet e oa he daouarn gant an delioù kelenn.
B. PEMDEZ.
Fouzhañ.
Honnezh n'eo ket bet flemmet c'hoazh.
C. Dre skeud. (db. an dud)
1. Droukkomz db. (ub.)
E deod ne flemme morse e nesañ. C'hoant deoc'h da flemmañ unan bennak gant ho teod.
&
Ent krenn
Ur gwall deod he doa hag atav e veze prest da flemmañ. Flemmañ a reer buan hag aes gant un taol teod.
2. Tapout (ub.) gant un dro-gamm.
Klask a reas e flemmañ met ne zeuas ket a-benn.
Flemmet brav on bet gant ar re-se. Karet a rae flemmañ ar re all.
[1878] Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh.
HS. deviñ.
3. Broudañ, poulzañ.
Pell a oa e oan flemmet gant ar c'hoant-se.
4. Feukañ.
Flemmañ a rez ma c'houstiañs.
II.
v.g. (db. an avel)
C'hwezhañ a gaouadoù yen sklas hag ober poan d'ar c'hroc'hen.
Flemmañ a ra an avel er beure-mañ.
Evel ar c'hozh naer-mañ, sperejoù zo forc'hek / Ha n'int mat da netra nemet da glask flemmañ.
Evel ar c'hoz aer-man, sperejou zo forc'hek / Ha n'int mad da netra nemet da glask flemma.
1867
Daveenn :
MGK
p73
An teod labenn alies d'e dro a vez flemmet, / Pa na vez dispennet.
Ann teod laben aliez d'he dro a vez flemmet, / Pa na vez dispennet.
1867
Daveenn :
MGK
p106
Mat ar stal : Gwilhoù 'r bleiz, e douchenn atav lemm, / Flatrer ha fistouler, o kaout an dro a flemm.
Mad ar stal : Gwillou 'r bleiz, he douchen atao lemm, / Flatrer ha fistouler, o kaout ann dro a flemm.
1867
Daveenn :
MGK
p104
Her flemmañ a raint, hen dibriñ a raint a-damm-a-damm... War-bouez... goustadik...
Her flemma a raint, hen dibri a raint a damm-a-damm... Var bouez... goustadik...
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.145-146
Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh.
Ni a glevo avoualac’h e peleac’h e vezint hag ho flemmo araok ma vezo deiz varc’hoaz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.190-191
Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !
Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouz dremm-den ken ma n’houljent flemma eur c’har d’ezo pe eur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiad, akuit en emgannou, ampart el labouriou-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !
1923
Daveenn :
SKET
p.121
Da flemmañ a ray gant e naered, da ziskolpañ gant e bigos, da voureviñ hep ehan na didorr.
Da flemma a ray gand e naered, da ziskolpa gand e bigos, da vourrevi heb ehan na didorr (1).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.45
Ar gentañ taolenn a deuzas a-dammouigoù dindan bannoù alaouret an eilvet taolenn, taolenn hudourel, am zrelate, am dalle, hag a flemme hag a atize youl bras [sic] va c'hentañ yaouankiz ; ha war an daolenn-se e oa skeudennet e mil liv disheñvel.
Ar genta taolenn a deuzas a-dammouigou dindan bannou alaouret an eilvet taolenn, taolenn hudourel, am zrelate, am dalle, hag a flemme hag a atize youl bras va c'henta yaouankiz ; ha war an daolenn-ze e oa skeudennet e mil liou disheñvel.
1929
Daveenn :
SVBV
p.18
flemmañ
flemma
1931
Daveenn :
VALL
pg aiguillonner (piquer avec l'aiguillon, insecte), attaquer (la réputation)
C'houi [c'hwi], Mestr an douar hag ar mor, Deomp, Salver Jezuz, roit skor Da c'houzañv, habask hag hep klemm, An taolioù skourjez hag a flemm.
1960
Daveenn :
PETO
p26
Ne flemmont ket koulskoude, met kregiñ hepken.
1985
Daveenn :
DGBD
p112
Ur c'hloeñvenn vihan a welan evel pa vije bet flemmet gant ur bikerez.