Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tizhet gant ul loen flemmus. Meur a wech en doa gwelet tud flemmet. 2. Dre ast. Tapet, touellet. En taol-mañ out flemmet, ha mat zo graet dit.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

flemmet on gant va droug

1732
Daveenn : GReg pg (mon mal m') élance (ou me donne des élancemens)

Gant ur grug eo bet flemmet ar vuoc'h zu

1850
Daveenn : GON.II pg krûk, krûg

Bilzig, meur a wech, en devoa bet gwelet paotred flemmet pa dremenent lann Bennenez evit mont da besketa d’an Traezh-Gwenn : unan a sune ar gouli, unan all gant un tamm neud-gouel a starde an ezel.

1925
Daveenn : BILZ2 p.119

Ur vleunienn a wele dirazañ, kaer trellus ; an naer, avat, an hini a oa dindani gant he c'hilioù, ha flemmet a oa bet ganti.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Da gentañ e sko an heol war ho penn, hag e-kreiz an deiz ne vez mouch[-]avel ebet e neblec'h ha neuze, pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo.

1985
Daveenn : DGBD p58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial