I. (db. an dud)
A. Neb a flemm ub., ul loen bnk., gant ur broud, ur strinkell.
B. Dre skeud.
1. Neb a bismig, a gav abeg (en oberoù ar re all).
2. Dizoare
Paotr troet gant an darempredoù rev.
II. Pesk dezhañ drein gwall flemmus, a anver ivez morzer pe pesk mare-mor.
&
Flemmer bras : ar spesad Trachinus draco.
&
Flemmer bihan : ar spesad Trachinus vipera.
An tamm dir a lavar, hep kaout aon na krenañ : / — « Labour az peus kavet ; kaer az po rigouignat / Ha gwaskañ gant da zent, zo lemm a lavarer, / A-raok ma tistago diouzhin-me ur begad, / Nag an disterañ tamm, / Kozh tamm naerig flemmer, / 'Vezint, evel bruzun, torret en da garvan. »
Ann tamm dir a lavar, hep kaout aoun na krena : / — « Labour as peuz kavet ; kaer as po rigouignat / Ha gwaska gant da zent, zo lemm a lavarer, / A-raok ma tistago diouz-in-me eur begad, / Nag ann distera tamm, / Koz tamm aerik flemmer, / Vezint, evel bruzun, torret enn da garvan. »