I. (db. al loened)
Zo ur flemm binimus dezhañ.
Naeron flemmus.
II. Dre skeud.
1. (db. an traoù)
A flemm.
Gant ur wialenn flemmus e skourjezas e gorf.
2. (db. ar c'homzoù)
A flemm.
Ur ganaouenn farsus ha flemmus. Komzoù flemmus an droukprezegerien.
3. (db. an dud)
Tagus.
Bezañ re flemmus en e gomzoù. Un teod flemmus en deus : a zistag komzoù a flemm.
Daveenn :
GON.II.HV
pg gwerzik (-flemmuz) (Epigramme, pièce de poésie qui contient un trait piquant).
spered flemmus
spéred-flemmuz
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg spéred (-flemmuz)
En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.
En osteleri e kleved anê, heman o kôzeal, heman o krial, darn all o rezoni, o toui, o sulbedi ; giriou lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha goalennajou (1) skoet war heman ken a c’houibane a-dreuz an ti.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.123
flemmus
1931
Daveenn :
VALL
pg blessant
Gant gwad glan he [ar galon] gwelan ruziet, / Naered flemmus enni luziet, / Fallagriezh oc'h he nammañ, / Gwalloberoù oc'h he sammañ.
Gant gwad glan he gwelan ruziet, / Naered flemmus enni luziet, / Fallagriez oc'h he namma, / Gwall-oberou oc'h he samma.