I.
(da vare ar Grennamzer)
1. Denjentil yaouank fiziet en un aotrou pe un itron evit e servijañ ha deskiñ micher an armoù.
2. Ent strizh
Denjentil yaouank, servijer ur marc'heg, karget d'e heuliañ war an dachenn emgann ha da zougen e skoed hag e armoù.
II.
Dre skeud.
1. Floc'h ur plac'h yaouank : an hini a ra al lez dezhi.
2. Mevel, servijer.
Floc'hig on gant ar Werc'hez Vari.
3. Pemdez (en e furm lies)
Ar floc'hed : pennoù-bras ur gêr.