I. G.
Gwechad flourañ.
Reiñ ur flourad d'e gi. Ur flourad hardizh.
II. H.g.
1. Dre ast.
Tremen eus udb. skañv ha plijus war udb.
Flourad he blev en dihunas.
2. Dre skeud.
Tremen eus udb. difetis, skañv ha plijus war udb.
Flourad an heol, ar gouloù. Flourad an avel. Flourad selloù ub.
HS. allazig.
C’hoazh e tezrevelle din ar sklav peger kaer, ha sioul, ha don ez oa koadoù e vro, peger sonn, ha tev, ha hir kefioù ar gwezennoù enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barroù anezho o krenañ hag o vouskanañ dindan flourad an avel.
C’hoaz e tezrevelle d’in ar sklav peger kaer, ha sioul, ha doun ez oa koadou e vro, peger sounn, ha teo, ha hir kefiou ar gwezennou enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barrou anezo o krena hag o vouskana dindan flourad an avel.
1923
Daveenn :
SKET
p.48
flourad
1923
Daveenn :
SKET
p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Caresse".
Hirvoudiñ a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennozh an haeler.
Hirvoudi a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennoz an haeler.