I.
1. Skourjez.
2. Dre heveleb.
Silienn-vor a vent krenn. Un tamm foet silienn. Hiziv n'hon eus tapet nemet foetoù.
[1878] Pa welis kement-se, e rois un taol fouet d’am marc’h, ha me ac’hano.
HS. skourjez.
II. Dre skeud.
1. Foet-boutikl : freuz-stal.
E eontr a reas foet-boutikl.
2. (db. an dud)
Foet-e-voutikl, foet-e-stal : den a foet, a wall zispign e zanvez, e vadoù.
&
Foet-bro : reder-bro.
3. (impl. da anv hollek)
Kemm.
N'eus ket kalz a foet entre an daou baotr-se : n'eus ket kalz a ziforc'h etrezo a-fet ment.
4. Trl.
Kemer foet an nor : mont kuit.
Kemer a reas foet an nor da zistreiñ d'ar gêr.
&
Reiñ foet an nor da ub. : e gas kuit.
Lavar din em c'harez hag e roimp foet an nor da egile.
III.
[1732] Pompad.
Daveenn :
GON.II
pg foét ou fouét (fouet, corde pour fouetter. Coups de verge, etc. dont on châtie les enfants).
foetoù
foétou
1850
Daveenn :
GON.II
pg foét ou fouét (fouet, corde pour fouetter. Coups de verge, etc. dont on châtie les enfants. Pl.)
fouet
fouét
1850
Daveenn :
GON.II
pg foét ou fouét (fouet, corde pour fouetter. Coups de verge, etc. dont on châtie les enfants).
fouetoù
fouétou
1850
Daveenn :
GON.II
pg foét ou fouét (fouet, corde pour fouetter. Coups de verge, etc. dont on châtie les enfants. Pl.)
Na rit ket kement a drouz gant ho foet.
Na rit kéd kémeñd a drouz gañd hô foét.
1850
Daveenn :
GON.II
pg foét, fouét (Ne faites point tant de bruit avec votre fouet).
Ar foet a zo bet roet dezhañ.
Ar foéd a zô bét rôed d'ézhañ.
1850
Daveenn :
GON.II
pg foét, fouét (on lui a donné le fouet).
Pastorien ! pastorien ! 'r bleiz ne ve tamallet, / Ma ve, eveldoc'h-hu, un douchenn oud e foet [:] / Pa n'hell kaout frank e damm, ez a gantañ dre laer ; / Anez, ermit, pep pred ve goullo e gaoter.
Pastorien ! pastorien ! 'r bleiz ne ve tamallet, / Ma ve, evel d-hoc'h-hu, eunn douchenn oud he foued. / Pa n'hell kaout frank he damm, ez a gant-han dre laer ; / Anez, ermid, pep pred ve goullo he gaoter.
1867
Daveenn :
MGK
p85
Ar c’here a dostaas ouc’h ar c’hrouadur, a yoa dinec’h o vrañskellat war an draf, ur foet blañsonet-kroaz gantañ en-dro d’e c’houzoug, hag eñ touchennet-hir, evel ma tere ouc’h pep paotr-saout a ra mat e vicher.
Ar c’here a dosteaz ouc’h ar c’hrouadur, a ioa dinec’h o vranskellat var an draf, eur fouet blansounet-kroaz gant-han enn dro d’he c’houzouk, hag hen touchennet-hir, evel ma tere ouc’h pep paotr saout a ra mad he vicher.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.157
Pa welis kement-se, e rois un taol fouet d’am marc’h, ha me ac’hano.
Pa veliz kement-se, e roiz eun taol fouet d’am marc’h, ha me ac’hano.