Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A denn ar penn anezhañ da furm ur forc'h, zo rannet ar penn anezhañ etre meur a damm. Ar sarpant en deus un teod forc'hek a zaou veg. Un hent forc'hek. Ar vuoc'h zo forc'hek he zroad. 2. Dre skeud. (db. spered an dud) Na labour ket mat, n'eo ket plom. Ur spered forc'hek. 3. Forc'hellek.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

heñchoù forc'hek

1732
Daveenn : GReg pg fourchu (Chemin fourchu, p.)

hent forc'hek

1732
Daveenn : GReg pg chemin (fourchu), fourchu (Chemin fourchu.)

forc'hek

1732
Daveenn : GReg pg fourchu-e (qui se divise en deux, ou plusieurs branches)

Un hent forc'hek a gavfot.

1850
Daveenn : GON.II pg forc'hek (Vous trouverez un chemin fourchu).

un elgezh forc'hek en deus

1850
Daveenn : GON.II pg elgez, helgez (il a le menton fourchu).

forc'hek

1850
Daveenn : GON.II pg forc'hek (Fourchu, en forme de fourche).

Evel ar c'hozh naer-mañ, sperejoù zo forc'hek / Ha n'int mat da netra nemet da glask flemmañ.

1867
Daveenn : MGK p73

An treid forc’hek anezho, o pouezañ stank-ha-stank war an holl ziskolpadennoù-se, o dalc’has difiñv war an douar hag a viras outo d’en em adframmañ ha da adsevel.

1924
Daveenn : SKET.II pp.55-56

forc'hek

1931
Daveenn : VALL pg bifide

gwalenn forc'hek

1931
Daveenn : VALL pg baguette (des sourciers)

Evel ar re-mañ, ez int heñvel ouzh traoniennoù a vefe aloubet gant ar mor, ha forc'hek int, lodennoù anezho o vont e diabarzh an douaroù betek 100 km. hag ouzhpenn a-wechoù.

1943
Daveenn : TNKN p39

Goude-se e troc'has hag e lufras daou skourr forc'hek d'ober div flac'h evit ma c'hallfe ar plac'h kaout skor warno.

2013
Daveenn : MEKAN p.41

Ofis publik ar brezhoneg