Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Reiñ un taol forc'h da (ub.). Ur skeudenn eus ur sant o forc'hañ an diaoul. 2. Kregiñ (en udb.) war-bouez ur forc'h. Forc'hañ teil evit dont da drempañ an douar. B. 1. Dizonañ. Deuet e oa an amzer da forc'hañ he mab. Ar verc'hig a chomas e ti ar vagerez goude ma oa bet forc'het. 2. Dre ast. Forc'hañ ub. ag, eus, diouzh ub., udb. : e lemel digantañ, e lakaat d'e zioueriñ, na reiñ tu dezhañ d'e gaout. Ar c'hi, abaoe ma oa bet forc'het diouzh e vestr, a yude noz ha deiz. Me zo bet forc'het ag ur blijadur vras, abalamour ma n'on ket en oad ! Gwell eo ganin forc'hañ ma bouzelloù a sistr. HS. dirannañ. 3. Forc'han ub. eus ur gwir bnk. : na reiñ dezhañ ar gwir zo dleet dezhañ. DHS. diberc'hennañ. HS. dirannañ. II. V.g. Kozh (db. ar gwez) Gaoliañ. HS. skalfañ.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Ma ne gredan diskuliañ tra dezhi koulskoude, neuze e forc'han anezhi eus diawelad un dazont skañvoc'h met diwall a ran anezhi ivez diouzh ur gerseenn a c'hellfe bezañ.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial