Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. 1. V.k.e. Lakaat (ub.) da gavout ur pried. Soñjal a rejont he fortuniañ pa voe deuet en oad. Agnez a vo diaes da fortuniañ. 2. V.k.d. FORTUNIAÑ GANT : kavout ur pried. Fortuniañ gant e gendere. Lod a dape fortuniañ gant pennhêrez ur marc'hadour. II. V.g. 1. Dastum pinvidigezhioù bras. HS. pinvidikaat. 2. Kavout ur pried. Bezañ en oad da fortuniañ. 3. Dre ast. Kavout ur pried pinvidik.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

fortuniañ

1732
Daveenn : GReg pg (s') établir (se marier)

fortuniet

1732
Daveenn : GReg pg (s') établir (se marier)

Savet dre aluzen e kloerdi Landreger, evit bezañ beleg, e troas tu da 20 vloaz hag ez eas da fortuniañ da Bariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

E oamp hon daou o pourmen un abardaevezh a viz Ebrel war vali ar Gar, hag o sellout ouzh ar veajourien a ziskenne diouzh en tren, pa baras hon daoulagad war ur plac'h koant ha gwisket kran, hag a seblante ivez gortoz unan bennak da fortuniañ ganti.

1944
Daveenn : EURW.1 p.150

Un dimeziñ ne oad ket e gortoz anezhañ. Penaos e oa digouezhet d'un aotrou a gêr, d'ur Breizhuhelad a orin bourc'hiz, dont da fortuniañ da Skrignag, e-kreiz eur vro ouez ha paour, ha ne gomzed enni nemet brezhoneg ?

1944
Daveenn : EURW.1 p.167

Soñj fortuniañ. Klask ur pried.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Tregont vloaz e oant o-daou, hag hini ebet n’en doa kavet da fortuniañ.

1944
Daveenn : ATST p.26

Ne gavot plac’h ebet ha, koulskoude, poent bras eo deoc’h fortuniañ. Tregont vloaz, soñjit…

1944
Daveenn : ATST p.29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial