Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659, 1732, 1850, 1943, 1954] Benveg pikernek kleuz, un duellenn outañ en e benn, a dalvez da skuilhañ dourennoù e-barzh endalc'herioù strizh o genoù. Ur founilh houarn. Gar ar founilh. Genoù ar founillh. [1954] [...] hag a bep tu dezhañ evel kolisted ouzh an aoter ur c’harter-mestr hanter vezv o tiskenn dezhañ gant ur founilh merglet gwin gwenn en e c’hourlañchenn. HS. abilhetez, treizher. & Trl. skeud. Ober toull founilh : evañ ur werennad en un taol. 2. SONEREZH Penn ledan ur benveg seniñ dre c'hwezh.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

founilh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg entounoir

lakaat gant ur foulin, gant ur founilh, gant un trezer

1732
Daveenn : GReg pg entonner (mettre avec un entonnoir quelque liqueur dans un vaisseau)

founilh

1732
Daveenn : GReg pg entonnoir

founilhoù

1732
Daveenn : GReg pg entonnoir

founilh

1850
Daveenn : GON.II pg founil (Entonnoir, instrument avec lequel o[n] entonne une liqueur), trézer

foulin

1850
Daveenn : GON.II pg founil (Entonnoir, instrument avec lequel o[n] entonne une liqueur. On dit aussi "foulin").

founilhoù

1850
Daveenn : GON.II pg founil (Entonnoir, instrument avec lequel o[n] entonne une liqueur. Pl.)

Ur seurt dispennerezh avat, a c'hell bezañ mat-tre, ha pa ne vije ket kleuzet a founilhoù, ma n'eus nemet ur stivell o vont war he c'hiz, e-lec'h meur a stivell o chom atav en hevelep lec'h.

1943
Daveenn : TNKN p78

Gwelout a ran c’hoazh dirazon ar Bitouz kozh, hor segond-mestr gwernier, ur podig a zen anezhañ gant ur fri togn hag ur voue ruz-tan, en e goazez war ur pilgos, hag a bep tu dezhañ evel kolisted ouzh an aoter ur c’harter-mestr hanter vezv o tiskenn dezhañ gant ur founilh merglet gwin gwenn en e c’hourlañchenn.

1954
Daveenn : VAZA p.110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial