fri
fri
fri plat
fri
e fri etre ar pevar avel
Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !
dre benn e fri
fri skoul
fri erer
fri er
chom e fri war ar gloued
fri sparfell
dre beg e fri
Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.
Buan, Lukaz a eeunas e lunedoù war e fri, mes pa sellas evit an eil gwech, ne welas mui netra : ar pakad du a oa aet dreist ar skluz.
— « Piv a yelo a-raok ? » Den ne astenne e fri. Mont a rejont betek an ti, asambles, goustad. Tok ! tok !
Sklaer eo koulskoude n’he do ket amzer Mari da regiñ he zestamant, na kennebeut ar gerent da lakaat o fri en hon aferioù-ni.
Ha Lom da bolevat ha da bolevat start. Ar vag, avat, e-lec’h mont war-eeun d’an tu all, a droas he fri war-du Kastellin.
— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! » — « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… » Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.
A ! re hir eo bet e fri, ha kalz re hir e deod !…
Ar marichal en doa keuz da vezañ bet re hir e fri. Ne fiche ket. — « Alo ! marichal, ma ne gredit ket mont, me a yelo en ho plas, » a lavaras unan.
« A ! bah ! ["ba !"] lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »
Nemet, na petra ! Te a zo bet re hir da fri, dalc'hmat.
Ne weler diouto nemet begoù gwez o neuiñ ivez en oabl ha, war an dorn de[h]ou, en o c'heñver, e weler ivez beg Ndombo o sevel e fri tramek an neñv.
Ha birviñ a rae ar vuhez a bep tu, neizhioù laboused a gaved a-ispilh ouzh ar plant troell, met ivez neizhiadoù gwesped, hag a veze peurvuiañ en uhelder ho fri, ur riskl deoc'h eta da vezañ flemmet, gant un dra vat koulskoude ne veze nemet un nebeud bihan a loened e pep neizh.
Klevet e vezent a bep tu deomp ha va zud ne oant ket re fier holl, rak tu e vije bet d'en em gavout fri-ha-fri ganto.
Heugus a-walc'h e oant e gwirionez. Frioù mic'hiek, mic'hi war o dremm, mic'hi war o genoù, war o daouarn. Mic'hi war o dilhad, war va dilhad din-me, torchañ o fri war ma bragez a raent bemdez.
Ul lunedoù moan o moull zo war e fri hag ur barv glas fonnus en deus.
Ha gwashañ pezh 'zo, muntr ur mezeg meur, pezh a dalvez e vo klinikennoù, skiantourion, kazetennerion, dibaouez war hon skasoù - tre ar pezh a zo ezhomm, da vont didro ganti, evit chom gant e fri war ar gloued.
[...] -kuit na grogfe ur poliser e-barzh ho fri evit sachañ ho penn war-dreñv, ar pezh a zo displijus ken-ha-ken...-
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
friad