Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud hag al loened) Pep hini eus toulloù ar fri. An dud a stanke o fronelloù. HS. fron.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

fronell

1850
Daveenn : GON.II pg fron, fronel

Mont a raint e-touez e vlev, en e zivskouarn, en e zaoulagad, en e fronelloù, en e c’hinou ha betek en e gorf dre e c’houzoug.

1877
Daveenn : EKG.I. p.145

Flistradennoù dour-glizh a zeue er-maez eus o fronelloù en ur skiltrañ bouzarus.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.

1929
Daveenn : SVBV p11

Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial