Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Imor taer a sav pa vezer drouklaouen-kenañ. Ur gaouad fulor. & Bezañ fulor en ub. : bezañ an imor-se ennañ. Gant ar fulor a oa ennon em befe graet bleud gant e eskern. & Mont e fulor : dont an imor-se ennañ. Mont a reas e fulor gant an amezeien. DHS. imor. HS. kounnar. 2. (db. ar goulioù) Tanijenn. Fulor ha koeñv a oa en-dro d'ar gouli. II. G. 1. Barrad imor taer. Honnezh a oa ur fulor enni ! 2. Aezhenn. Ur fulor tomm a zeu diwar an tan.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

10. Neuze ez lavaras d'an impalazr Kaezar : « Da bidiñ a ran Kaezar, na em lez ket da vezañ faezhet gant da furor. »

1576
Daveenn : Cath p10

Hevelep gant e furor maz gourc'hemenas ez vefe puniset ha tourmantet ar wardoù.

1576
Daveenn : Cath p18-19

19. Neuze an tirant karget a furor a c'hourc'hemenas ez vefe diwisket ha gant skourjezoù fouetet, ha goude he lakaat en ur prizon teñval hep reiñ dezhi da zebriñ na da evañ [a-]hed ar spas a zaouzek dez[.]

1576
Daveenn : Cath p16-17

16. Neuze an impalarz, karget a furor, a gomañsas d'o zamall ha d'o blam oz lavaret dezhe ez oant ifam lavaret bezañ holl faezhet gant un verc'hig yaouank[.]

1576
Daveenn : Cath p14

kaouad fulor

1732
Daveenn : GReg pg entousiasme (fanatisme)

gant ur gaouad fulor

1732
Daveenn : GReg pg fureur (Avec fureur, avec furie.)

kaouajoù fulor

1732
Daveenn : GReg pg fureur (furie, emportement violent, p.)

kaouad fulor

1732
Daveenn : GReg pg fureur (furie, emportement violent)

fulorioù

1732
Daveenn : GReg pg fureur (furie, emportement violent, p.)

fulor

1732
Daveenn : GReg pg fureur (furie, emportement violent)

gant fulor

1732
Daveenn : GReg pg furieusement

en ur gaouad fulor

1732
Daveenn : GReg pg fureur (Avec fureur, avec furie.)

Katell, ma gwreg, a grozo marteze. En dro-mañ, koulskoude, pa lârin de[zh]i en ti biv e vin bet e torro he fulor.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

A-vec'h ma 'm boa bet amzer da gompren un dra bennak, setu ma welan o tont diouzh penn avel izel ar geriadenn, e-lec'h m'emaint o lojañ, ar vBavoumboued holl a-vandenn, en ur c'harmiñ hag en ur youc'hal, ar fulor en o daoulagadoù, o sevel o "machete" er vann, prest da sailhañ war ar bPahouined.

1985
Daveenn : DGBD p124

Ha pa wel [ar bazhvalan] unan deus an dremenidi o vont e fulor e red davetañ evit displegañ dezhañ ez eo un taol fentus [...].

2015
Daveenn : DISENT p111

War ar memes tro ez eus ur riskl e kouezhfe warnañ [ar stourmer] fulor mestr ar chanter, blenier an tourter pe ar vijil e karg deus gwareziñ an dafar.

2015
Daveenn : DISENT p110

Aon, fulor, dibasianted, kasoni, gouennelouriezh, seksism, feulster zoken... setu ar pezh a c'hall c'hoarvezout.

2015
Daveenn : DISENT p104

Dismegañsus, dichek, kunujennus, feuls marteze... setu penaos e vefont pa'z afont e fulor.

2015
Daveenn : DISENT p82

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Daveenn : DISENT p82

Gwarezet o deus o zraoù, adaozet o deus o labour, dispartiet ar stourmerien ha sioulaet o fulor o kinnig un emgav dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p78

Ha dav e vefe laoskel e c'hwervoni da zispakañ, treiñ e fulor e kasoni, klask ober mezh d'an dud gant komzoù drouk ?

2015
Daveenn : DISENT p64

Gallout a reomp-ni diskouez bezañ difeuls ar muiañ ar gwellañ oute, koulz ha moustrañ ar muiañ posupl war hon fulor - evel-just hon dez santadoù ha fromoù evel-se ni ivez - o chom digor ha doujus oute, ha prest d'ober gant pedagogiezh.

2015
Daveenn : DISENT p51

Kreñv ken-ha-ken int-i, ha dinec'h ez implijont o nerzh pa c'hoarvez ur barrad fulor gant ar bobl.

2015
Daveenn : DISENT p37

Lezel a ra he fulor a-enep Katerina da foeñviñ enni, ken ma teu da vezañ kendrec'hus da vat.

2015
Daveenn : EHPEA p144

Ma c'hoarvez d'un den o tremen bezañ kizidikoc'h deus ar c'hudennoù sokial evit deus ar fent du ez eus riskloù ez afe hemañ e fulor, ha marteze e tapo unan deus ar vanifesterien faos ur skouarnad digantañ !

2015
Daveenn : DISENT p111

Barzhoneg hir Homeros - 15 000 gwerzenn ! - e vez lavaret dimp enni n'eo ket istor seziz Troia eo, kaouad fulor Akilleüs ne lavaran ket...

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Notennoù studi

C'hoarvezet eo an emdroadur furor > fulor dre skrid etre ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial