Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud, al loened) Zo savet fulor ennañ. Un denig fuloret. Eñ a oa fuloret-naet. An naeron, pa vezont fuloret, a grog en dud. DHS. imoret. HS. kounnaret, taeret. 2. A c'haller anavezout ar fulor ennañ. Ur vlejadenn fuloret. Daoulagad fuloret. 3. (db. rannoù klañv eus ar c'horf ha db. ar goulioù) Entanet, ruz. Honnezh a oa ur penn fuloret outi. Fuloret eo he gar. Fuloret eo ar gouli. Fuloret eo ar gor : prest da ziskargañ e lin. 4. Dre ast. Ruz. Sell pegen fuloret eo an heol, al loar. 5. (db. ar mor) Rust. Stourm a-enep ar mor fuloret. DHS. diroll.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

en ur feson fuloret

1732
Daveenn : GReg pg fureur (Avec fureur, avec furie.)

fuloret

1732
Daveenn : GReg pg fureur (Se mettre en fureur, ou en furie, pp.), furieux (Devenir furieux, pp.)

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

1944
Daveenn : ATST p.21

Torret eo bet an diviz gante sur a-walc'h p'o deus ma c'hlevet o tont tre ha heñvel int diouzh div zelwenn: Katerina, enkrezet he dremm, hag Adriani, fuloret.

2015
Daveenn : EHPEA p63

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial