Pellgargañ ar gerioù kar furch furch-difurch furcher furcherezh peurfurchal
furchet
furchet
Ar soudarded a en em lakeas da c'hwiliañ ha da furchañ kement tra a yoa en ti, eus an eil penn d’egile, eus an nec’h d’an traoñ ; an armelioù a voe divarc’het, an dilhadoù stlapet e-kreiz al leur-zi, an irc'hier didalet hag ar greun ingalet amañ hag ahont ; aon o doa paotred ar Republik e vije kuzhet unan bennak e-touez an dilhad pe e-kreiz un arc’had winizh.
C’hwi a roeñvo ha me a furcho goueled ar stêr gant ar c’hrap.
Ni a grogo eno gant hol labour, ha ni a ziskenno bep un tammig, bep un tammig, en ur furchal ar stêr.
Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.
Job a furchas e godell an davañjer en istribilh ouzh tal ar gwele, mes ne gavas alc’houez ebet.
Daou vorian a zo aet e-barzh betek o c'hof hag a furch anezhe gwashañ ma c'hallont.
Furchet e vo al lec'hioù dirak ho taoulagad peotramant dirak tud all neptu.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
furchata