Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. A. (en amzer) 1. Goude. Da-heul ar brezel. & (en amzer ; e darempred gant oberoù tud all) War-lerc'h. Unan eus ar veleien en doa graet e ziskenn e Leon da-heul sant Paol. Da-heul e dad e renas Yann V ar Fur. 2. Dre ast. E-ser. Un tammig hirnez am boa d'ar vuhez am boa renet kent war vor ha d'ar chañsoù a veze da-heul. B. (en egor) 1. War-lerc'h. Sachañ a rae d'e heul un azen sammet gant div baner. & Mont da-heul ub. : kerzhet war-lerc'h ub. pe, dre ast., mont a-gevret gantañ. Ned afemp ket biken d'e heul. Deuit da'm heul, me ho heñcho. 2. Dre ast., a-wezhioù Mont da-heul : mont da gavout. Ur pardaez ez is war o lerc'h, mes bale dillo a rankis evit mont d'o heul. C. 1. Abalamour da, en abeg da. Dihunet e oa bet ar gambrad da-heul an trouz. & Trl. Dont da-heul : c'hoarvezout abalamour da. Da-heul an naonegezh e teuas kleñvedoù pegus evel ar vosenn. 2. War-bouez. Ar skodoù brein a zeue da-heul ar restell. 3. Gant. Evit ma bezañ impalaer, ned a netra da 'm heul. 4. Ouzhpenn. Sanailhañ a reas en e spered, da-heul ar hern traoù all a oa ennañ, anaoudegezh yezh e dud-kozh. 5. Trl. Mont da-heul e benn : ober diwar e zivizoù hepken. An hini a ya da heul e benn a rikl abred. & Diren. Hennezh a ya atav da-heul. & Mont da-heul (e dechoù fall, e faltazi) : na stourm outo. & Mont da-heul e dreid : bale hep pal. & Mont da-heul e vara : mont d'al lec'h m'emañ al labour. II. Adv. 1. Diouzhtu war-lerc'h. Pa dennez penn ar sardined e teu ar vouzellenn da-heul. 2. MONT, DONT DA-HEUL : heuliañ. Fañch ar Peul a ya da-heul. III. Impl. da stn. (db. an darempredoù kerentiezh) Deuet da vezañ kar. Ma moereb da-heul. Hennezh zo niz da-heul din.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

Deuit da'm heul hag e vevot mat, ac'hanoc'h e vezo graet stad.

1867
Daveenn : MGK p8

Hag ar re vihan d'heul o mamm / An eil war egile a lamm.

1867
Daveenn : MGK p54

Pa guitaas ar re-mañ bro an Azia, evit dont da chom en Europa, i a zegasas d'ho heul Marvailhoù an tad-kozh hag ar vamm-gozh a gavent brav a-vihanik.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Dont a rankan bremañ war va c’hiz, rak, evel am eus lavaret deoc’h, aet on un daou vloaz bennak a-raok, evit diskouez deoc’h en un taol, peger kriz tud a oa deuet en hor bro da heul ar republik.

1877
Daveenn : EKG.I. p.206

Me va-unan ne voen ket evit miret da vont d’o heul ; ret e oa din mont da ziskouez dezho e pelec’h em boa douaret soudarded ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.98

Da-heul barn Gorsedd Beirrdd Ynys Prydain, en Llangollen, 1908, ha goude Gorsedd kuzh Keumbri ha Barzhed Breiz, unanet en Brest, 1908, dindan renadur an Archderwydd kannad Cadfan, kement-mañ a zo bet emglevet etre an daou C'horsedd

1909
Daveenn : REZI p.20

da-heul

1931
Daveenn : VALL pg après

mont da-heul

1931
Daveenn : VALL pg agir, (se laisser) aller (à ses penchants)

Me a yae da-heul er studi, hag a stigne ma divskouarn, netra ne gollen eus ar gont, ma teuis evel-se da datouilhat brezhoneg gant an emwelourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p17-18

Mignon, dit ma gwellañ bennozh / Pa 'c'h eus pardon din-me roet / Rak, moarvat, e varvin henozh / Da-heul nerzh an taolioù skoet.

1960
Daveenn : PETO p82

Mont a ra Kêrroc'h d'an iliz da-heul ar vatezh.

1960
Daveenn : PETO p69

Ma oar Lativi omp goubet / D'ober d'an touer kozh e stal, / Gantañ hep arvar, ' vimp houbet / Ha mont d'e heul ' rankimp raktal.

1960
Daveenn : PETO p69

Ha fae a rez war ar Re Wenn / A stourm ouzh diaouloù en o roll / O kas d'o heul ar vro da goll ?

1960
Daveenn : PETO p79

Diwar patromoù breizhveurat e oa bet savet dija iliz Pontekroaz, er C'hab hag an holl ilizoù ha chapelioù savet da-heul he skouer.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Kent din stagañ ganti koulskoude e teu Dimitriou hag e skipailh tre er gegin da-heul Dermitzakis.

2015
Daveenn : EHPEA p49

Ha da heul e vo feulster fizik memestra (en em vac'hagnañ, en em lazhañ, feulster er gêr, felliezh gant feulster...) ouzhpenn d'ar freuzoù kentañ.

2015
Daveenn : DISENT p62

An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.

2015
Daveenn : DISENT p62

Reoù 'zo a bleg o fenn ha reoù all a ya da-heul o fenn.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Ar pezh ez it da lenn amañ da-heul n'eo nemet boulc'hadenn ul labour meur ha war hir dermen ez aio kalz a vloavezhioù d'e gas da benn.

2016
Daveenn : ILIAS p3

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial