Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Stroll tud o tont pe o vont an eil war-lerc'h egile. Setu an heul bras o tant eus an iliz. 2. Tud a vez o servijañ ur bennadurezh. Mont a eure kuit ar priñs gant e re hag e heul. Un heul kaer en doa. & Trl. (impl. hep gm.) Ober heul : talvezout da heuliad (4). Ra chomo da vihanañ lod eus an dud zo ganin da ober heul dit ez hent. HS. heuliad, koskor. II. Tr. adv. OUZH HEUL. 1. Gant. Hennezh zo unan eus ar re a oa ouzh heul an druilhenn fall. Mezh am boa gant ur seurt azen ouzh ma heul. 2. Bale war-lerc'h. Kemer a reas penn an hent, ur maread tudjentil ouzh e heul. III. 1. MONT WAR HEUL UB., DA HEUL UB. : ober dioutañ, mont diwar e skouer. War e heul ez an. & [1878] Korintin a yeas d’e heul. [1954] [...] darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ [...]. 2. Impl. da stn. Tud heul-heul : tud a vez atav oc'h asantiñ.

Skouerioù istorel : 
54
Kuzhat roll ar skouerioù

heul

1659
Daveenn : LDJM.1 pg suite

un dra bennak a zeuy da heul kement-se, war-lerc'h kement-se

1732
Daveenn : GReg pg (cela aura des) consequences

an dra-se en devezo heul

1732
Daveenn : GReg pg (cela aura des) consequences

Droukfortun a zo oc'h va heul.

1732
Daveenn : GReg pg fortune (La fortune m'est contraire, ou ne m'est pas favorable.)

chañs vat a zo ouzh e heul

1732
Daveenn : GReg pg (il a du) bonheur

heul

1732
Daveenn : GReg pg conséquence (suite)

heul

1850
Daveenn : GON.II pg eûl, heûl (suite, ceux qui accompagnent quelqu'un par honneur. - accompagnement. HV. trace. vestige. imitation), hol, lerc'h

heulioù

1850
Daveenn : GON.II pg heûl ou eûl (suite, ceux qui accompagnent quelqu'un par honneur. - accompagnement. HV. trace. vestige. imitation. Pl.)

heulioù

1850
Daveenn : GON.II pg heûl ou eûl (suite, ceux qui accompagnent quelqu'un par honneur. - accompagnement. HV. trace. vestige. imitation. Pl.)

Un heul kaer en doa.

1850
Daveenn : GON.II pg heûl, eûl (il avait une belle suite).

War e heul ez an.

1850
Daveenn : GON.II pg heûl, eûl (je vais sur ses traces).

Noemi ‘ta o welout penaos he doa Ruth lakaet en he fenn mont d’he heul, ne harpas ken outi, ha ne he alias ken da zistreiñ etrezek he zud.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.100, Buez Ruth.

heul

1850
Daveenn : GON.II pg eûl, heûl (suite, ceux qui accompagnent quelqu'un par honneur. - accompagnement. HV. trace. vestige. imitation).

hol

1850
Daveenn : GON.II.HV pg hol (voyez "heûl").

Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.

1867
Daveenn : MGK p2

N'eus forzh pe oad hor beus, pe vadoù, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep lec'h e vezo ar marv ; / Karrigell an ankoù gant rod ar bed a dro.

1867
Daveenn : MGK p100-101

Evelato e rankan lavaret deoc’h ar pezh a reas ur vandenn merc’hed deuet d’hon heul.

1877
Daveenn : EKG.I. p.291

Er c’hiz-se, en ur sachañ anezhi d’am heul, e c’hellis sevel betek an nec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.139

"Deuit amañ da-gichen ar prenestr, ha me en diskouezo deoc’h". Korintin a yeas d’e heul.

1878
Daveenn : EKG.II p.294-295

Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.

1923
Daveenn : SKET p.21

Berr-berr e voe an dalc’hidigezh anezho ha ne vanas warno da heul na mezh na saotr.

1923
Daveenn : SKET p.133

An alarc’hez wenn, er penn anezho, a boagn da dennañ d’he heul he div geneilez.

1923
Daveenn : SKET p.114

Ar re-se eo ar madelezhioù a vez digaset d’he heul gant ur vuhez hervez ar Reizh roet gant an doueed. Estregeto a zo avat !

1923
Daveenn : SKET p.75

Ar gozhni end-eeun evit an dud evurus-se n’oa ket ouzh he heul tuzumadur galloudezhioù an ene hag an holl aridennad-se a vilderioù hag a wanderioù a weler ken alies hiziv o tont a-unan ganti.

1923
Daveenn : SKET p.69

Hemañ a luske, hag ar bobl, o tibennlinañ, a gerzhe da heul en ur ober korolloù-sakr e-mesk son telennad ha meulgan.

1923
Daveenn : SKET p.61

Terridigezh al lezenn a-berzh meur a hini, avat, pe a-berzh ar vroad a-bezh, a denno war he heul ar c’hastiz-mañ : kolloù, kañvoù, krenoù-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezelioù-koll, gwaskerezh estren, ha, d’an diwezhañ, dismantr ha marv ar vroad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.52

Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !

1923
Daveenn : SKET p.25

Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouzh e heul gant krec’hioù ha traoñioù evit e blaouiañ.

1923
Daveenn : SKET p.17

Ha Bilzig, nebeut-ha-nebeut gounezet, Katellig war e choug, an daou all oc’h e heul, ha d’an traezh, ha da c’hoari.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

— Perak e son hiziv ar c’hloc’h evel derc’hent ur gouel-berz ? a lavare ar person, souezhet-meurbet, d’e garabasenn, hag [a] fredone da heul ar c’hloc’h : Un arc’hael, a-berzh an Aotrou, A ziskennas eus an Neñvoù D’annoñs da Vari ’oa choazet Evit mamm da Salver ar bed.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

E eontr Kola a gavas ar gir a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anezhañ Bilzig, Bilzig ac’hann, Bilzig alese, ar paotr atav da heul e eontr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

d'e heul

1931
Daveenn : VALL pg après (lui)

mont da heul

1931
Daveenn : VALL pg agir (conformément à)

ouzh e heul

1931
Daveenn : VALL pg après (lui)

An eil da heul egile, an danvezioù-soudarded a c’hortoz o zro bremañ dirak ur burev. Ur serjant-major a verk o anoioù, hag a lavar niverenn ur gompagnunezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Ar « bacho » kentañ, koulskoude, hini ar Reizhoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouzh e heul un tammig diduamant, en ur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazhon.

1944
Daveenn : EURW.1 p111

He c'herent a oa aet da labourat d'an Havr, o kas ganto o holl arrebeuri ; ar vugale a oa aet da heul, ha chom a ris hep keloù eus Melia goude-se.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

Ar jeneral ar Flô a chomas sabatuet dirak ur respont ken eeun rak ar vedalenn a zigase ouzh he heul ul leve a 100 lur, ar pezh a oa kalz d'an ampoent.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Ha c’hwi, Lom, c’hwi hoc’h eus lezet ar vag da vont da heul an dour, pa oa aes-kenañ derc’hel anezhi en he flas en ur roeñvañ un disterañ.

1944
Daveenn : ATST p.121

An itron Mosher, an Amerikanez a felle dezhi bezañ badezet Bretonez Tramor, a oa deuet en ur stlejañ ouzh he heul ar ganerez kozh Marc’harid Fulup, a bPlûned.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h. Mar don [sic "Mard on"] harluet amañ, keit-all, gant kalzig [kalzik] eus va c'henvroiz, eo peogwir eo bet kaset kuit diouzh Bro-C'hall, da heul ul lezenn disakr, an holl Urzhioù Relijiel.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.

1949
Daveenn : SIZH p.48

...Peogwir out gouest da hadañ ar vuhez e korf da barez. - Da heul un darempred hudur, Doue ra viro ! - Hudur ?... Un anv gwall-zivalav, « amigo », d'ur briatad trelatus, mar bez.

1949
Daveenn : SIZH p.57

- Mar fell dit bezañ savetaet, dilez da vro, da gerent, da deñzorioù, ha deus d'am heul !

1949
Daveenn : SIZH p.56

Er-maez, koulskoude, kantadoù ar beufideg [sic « a veufideg »], ar pennglaouiged [sic « a bennglaouiged »], ar mouilc’hi-argant [sic « a vouilc’hi-argant »] hag ar filiped [sic « a filiped »] bliv, bodet holl el liorzh, al lec’h nemetañ gant gwez, a-hed levioù ha levioù tro-dro, a oa d’o heul kaniri ha cholori, ur vouzarenn dudius.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Petra 'c'hoarvezo 'benn arc'hoazh / Da heul ar gwashañ darvoudoù ? / Gant anken vras, skrijus he gloaz, / E sav em c'halon hirvoudoù.

1960
Daveenn : PETO p29

Beleg, n'eus mui nag aeled na Doue ; / Maro int holl da heul hor c'hozh Roue. / Hon doueez fur, Skiant-Vat, a ren : / Ha doueoù all na Kristoù n'eus ken.

1960
Daveenn : PETO p35

Aet on d'o heul, d'o heul hep keuz ; / Ganto d'am c'haout ezhomm o deus : / Ginidik ' ouzont 'on ac'hann / Hag o heñchin ervat d'ar c'hann.

1960
Daveenn : PETO p60

Ma ne gonter ket daou voy hag ur c'heginer, ne oa ket ouzhpenn un dousennad ouzh hon heul.

1985
Daveenn : DGBD p44

An teknikoù kinniget da heul n'int ket graet evit kemer plas binvioù evel chadennoù, armlocks -korzennoù houarnaj e-lec'h ma lakaer e zivrec'h- pe necklocks -kadranas moto e stumm un U hag e vez staget en-dro d'ar gouzoug-.

2015
Daveenn : DISENT p93

An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.

2015
Daveenn : DISENT p62

Ha da heul e vo feulster fizik memestra (en em vac'hagnañ, en em lazhañ, feulster er gêr, felliezh gant feulster...) ouzhpenn d'ar freuzoù kentañ.

2015
Daveenn : DISENT p62

Ne respont ket din met dont a ra kenkent war ma seulioù evel sachet da'm heul.

2015
Daveenn : EHPEA p14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial