I.
Stn.
1. Enep.
An tu gin. An tu gin eus ur vedalenn.
ES. mat.
HS. fall, kontrol.
2. (db. an dud)
Troet da enebiñ ouzh ar re all.
Ur spered gin (a zen).
HS. kontrol.
ES. aes.
II.
G.
Difetis kontrol, eneb.
Ar gin an hini zo c'hoarvezet : an eneb diouzh ar pezh edod en gortoz.
III.
Tr. adv.
A. E GIN : war an tu gin.
1. (db. an dilhad)
Lakaat udb. e gin : gwiskañ war an tu enep.
E gin em eus lakaet ma loeroù ? Ar stammenn-mañ zo bet lakaet e gin dit.
2. Lavaret udb. e gin : en urzh enep.
Lavaret "buanoc'h graet" zo lavaret e gin.
3. Trl., dre skeud.
Mont e benn e gin : kaout nec'h, pennfolliñ.
Aet e oa penn ar vamm e gin o welet ne errue ket he bugale.
B. Gin-ouzh-gin : kein-ouzh-kein.