Gallout a ra ivez an disenterien tuta evit ma vo muioc'h a berzhidi en obererezhioù, diskoachañ kraperien evit stagañ ur giton ouzh ur savadur bennak, peotramant stourmerien barrek war ar poltrediñ hag ar filmañ evit ma chomo skeudennoù a-feson da dalvoudekaat war Internet goude an taol, hag all, hag all...
Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]
Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
giton