I.
V.k.e.
1. Lakaat (ul liñvenn bnk.) da strinkañ a bep tu.
Paouez a c'hlabousañ dour !
2. Dre skeud.
Komz hep teuler evezh.
En ur c'hlabousañ a bep seurt diotajoù. Tri ger hag a vez glabouset a-gleiz hag a-zehoù.
[1877] Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade.
3. Droukkomz (db. ub.).
[1877] Dalc’hmat, ar re a c’hlabous muiañ, eo ar re a vez aonikañ p’en em gaver war var da goll ar vuhez [...].
II.
V.g.
Dre skeud. (db. an dud)
1. Komz dibaouez.
Ne ra nemet glabousañ e-pad ar c'hentelioù.
HS. babouzañ, fistilhañ, flapañ, klakenniñ.
2. Chom dalc'het en e gomz e-pad ur prantad diwar strafuilh, h.a.
HS. balbouzat.
Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade. — Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?
Hervoanik, breman pa oa eat kuit an hini a lugerne he zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag a en em bompade. — Ped den n’am euz-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Hervoanik, pell diouc’h ar Prusianed, ha, dirazho, a grene evel deliou ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.150
Dalc’hmat, ar re a c’hlabous muiañ, eo ar re a vez aonikañ p’en em gaver war var da goll ar vuhez, hag a vez da gentañ o treiñ kein e-pad an emgann ; her gwelet em eus va-unan. Soñjit ar pezh a gerfet, din-me, d’am oad, ho parnedigezh ne ray na tomm na yen.
Dalc’h mad, ar re a c’hlabous muia, eo ar re a vez aounika p’en em gaveur var var da goll ar vuez, hag a vez da genta o trei kein epad an emgann ; her guelet em euz va-unan. Sonjit ar pez a gerfot, d’in-me, d’am oad, ho parnedigez ne rai na tomm na ien.