Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kaozioù dibaouez ha didalvoud prl. Lez da c'hlabous ! Antronoz vintin e oa chaok ha glabous dre ar bourk. DHS. brozenn. HS. fistilh, flap, kaoz, ragach, storlok. & Bezañ glabous war genoù ub. : bezañ komzoù dibaouez ha didalvoud gantañ. Hag a c'hlabous zo war da c'henoù ! 2. Brabañs. Dre ma ne oa ket evit ar glabous a oa gant e c'henoù e c'houlennas diganto o faperioù. HS. fougaserezh, fouge. 3. Meskad toueziet en dour.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

« Me eo Sezar, ne dec'h rak bleiz ; / Ganen-me n'eus ket a c'hlabous ; / Anavezet on e pep bro. »

1867
Daveenn : MGK p113

Antronoz vintin, da beder eur, oa chaok ha glabous dre vourk Plougerne. Petra a yoa ’ta a nevez ? N’oa netra a nevez nemet m’oa deuet, en dro-mañ, ur strollad mat a soudarded da Blougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.234

Leizh-kof a voe debret hag evet, ha glabous a-forzh a yoa gant ar soudarded, pa deujont er-maez ; tomm 'oa d’o ginou, e-feson.

1877
Daveenn : EKG.I. p.250

Mac’h oufec’h an dra-se, ne ve ket kement a c’hlabous ganeoc’h diwar gont ar veleien.

1877
Daveenn : EKG.I. p.293

glabous

1931
Daveenn : VALL pg babil, bagout, bavardage

Perak ganeoc'h on-me drastet / D'adlârout glabous kildrouk tud / O deus ma heuget ha fastet / Ha gwall stlabezet gant o brud ?

1960
Daveenn : PETO p47

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial