1. Halv a zever diouzh ar genoù.
Kaout glaour ouzh e c'henoù. Bezañ glaour o tont er-maez eus e c'henoù.
&
Trl.
Koll glaour e c'henoù o kontañ udb. : koll e amzer.
Na gollit ket glaour ho kenoù o tisplegañ an dra-se, ne viot ket kredet.
2. Dourenn spoumek a zeu er-maez eus genoù an den e kleñvedoù zo, evel ar gounnar, pe eus geol loened zo.
3. Liñvenn c'hludek a lez war o lerc'h loenedigoù zo evel ar maligorned, ar melc'hwed pe ar biskoul.
Ar viskoulenn a lez he glaour war ar bleunioù.
HS. babouz.
4. Korf
Danvezenn c'hludek a chadenn, borc'het gant gwagrennoù zo pa vezer klañv.
Kaout glaour en e droazh.