I.
v.g.
1. Glaourenniñ.
Tostaat a reas outañ en ur c'hlaouriñ.
DHS. eonenniñ.
HS. babouzañ, dourenniñ.
2. Kaout c'hoant bras da evañ pe da zebriñ udb. (ha rankout tremen gant e c'hoant prl.).
Glaouriñ dirak chopinadoù.
3. Trl.
Glaouriñ gant an naon : kaout naon bras.
Glaouriñ a raemp gant an naon.
HS. duañ.
4. Dre ast., trl.
Glaouriñ gant ar warizi : kaout ur barrad bras a warizi.
II.
v.k.e.
Teuler glaour (war udb.).
Glaouriñ al louzoù-se hag o lakaat war ar gouli.
DHS. skopañ, tufañ.
Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, e rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon.
Hep eur c'hrinsen, Eripin keaz, e rankit, enn ho stad, glaouri-du gant ann naoun.
1867
Daveenn :
MGK
p8
— Hag i dezho arc'hant, leve, danvez, madoù / Ouzhpenn an hanter re evit o ezhommoù, / Hep sellet oc'h ar paour a zo en o c'hichen / Gant naon du o c'hlaouriñ, o c'hlaouriñ ken a yud, / Ar re-holl a dremen, ar re-se n'int ket tud, / Gwell ar chas evito.
— Hag hi d'ezho arc'hant, leve, danvez, madou / Ous-penn ann hanter-re evit ho ezommou, / Hep sellet oc'h ar paour a zo enn ho c'hichen / Gant naoun-du o c'hlaouri, o c'hlaouri ken a iud, / Ar re holl a dremen, ar re-ze n'int ket tud, / Gwell ar chas evit-ho.
1867
Daveenn :
MGK
p78-79
Ouzh kalz a dud [eo heñvel ar razh], siwazh ! ne'm beus karg da envel : / Ouzhin-me, ouzhoc'h-hu hag ivez ouzh pep den / Ne ro an aluzen, / Pa wel e toull e zor, o c'hlaouriñ gant an naon, / Ar paour kaezh reuzeudik.
Oc'h kalz a dud [eo hevel ar raz], siouaz ! n'em beuz karg da henvel : / Ouz-in-me, ouz-hoc'h-hu hag ive oc'h pep den / Ne ro ann aluzen, / Pa wel e toull he zor, o c'hlaouri gant ann naoun, / Ar paour keaz reuzeudik.