soñnet glas
Kloc'h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae va zonton hep kleier, rak desket en devoa digant e geneil Mabig ar Remon ober gant e c'henou kement son a veze ret : gout' ouie [goût 'ouie] da skouer tintañ ar c'hlaz, an añjeluz, kloc'h an tan, ha dreist-holl brallañ ar c'hleier.
Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
glaz