Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Obererezh glec'hiañ. & Glec'h-gwinegr : dourenn diwar eoul ha gwinegr gant temzoù-boued, ma vez lakaet ar c'hig pe ar pesked da c'hlec'hiañ e-pad ur prantad hir pe hiroc'h. & Trl. Bezañ e glec'h : bezañ o c'hlec'hiañ. Kastrilhez-du bet e glec'h e-barzh odivi kreñv. & Trl. Lakaat e glec'h, chom e glec'h : lakaat pe chom da c'hlec'hiañ. Ar geot-se a ranke chom e glec'h hag e go en ur pentoniad dour-sall hag eoul. Goude bezañ lakaet ar riz e glec'h hag o dizouret mat, o zeuler el laezh berv. Lakaat piz e glec'h.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

lakaat pez e glec'h, e tremp

1732
Daveenn : GReg pg detremper (des poix, mettre des poix en trempe)

Ret eo lakaat piz e glec'h / N'eo ket hiriv evel dec'h

1732
Daveenn : GReg pg (il faut) detremper (des poix, nous voici au mercredi des cendres. Proverbe breton qui répond au Latin. Pueri, pueri, non est hodie sicut heri.)

lakaat e glec'h

1732
Daveenn : GReg pg detrempé (ée)

lakaat e tremp, e tempr, e glec'h

1732
Daveenn : GReg pg detremper

lakaat piz e glec'h

1732
Daveenn : GReg pg detremper (des poix, mettre des poix en trempe)

lakaat piz e glec'h

1850
Daveenn : GON.II pg glec'h (mettre des pois en trempe).

glec'h

1850
Daveenn : GON.II pg glec'h (trempe, action, manière de tremper), glec'hi

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II n'en doa kavet ar Gonideg ar ger "glec'h" nemet en dro-lavar "lakaat pîz é glec'h".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial