Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. [1499, 1659, 1732, 1931, 1985] Dastumad lin en un takad eus ur gwiad, diwar un danijenn degaset gant garvevien prl. Sevel, strinkañ, tarzhañ, diskargañ a ra ar gor. Ur gor brein : prest da darzhañ. Me zo deuet ur gor em biz. [1985] Ar pezh a ra aon dezhañ eo e vije bet lous nadoz ar pikadennoù, hag e vije ur gor o tont en e vorzhed. 2. Trl. skeud. Gwaskañ war ar gor : lavaret udb. na blij ket d'ar selaouer e ve lavaret, diskuliet. HS. gwiridig. & Diskargañ e c'hor : anzav e dorfed, e zrougober. II. H.g. Lin. Ur biz a oa ur bern gor ennañ. Penn e glin zo e gor : ur gor o tont ennañ.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

gor

1499
Daveenn : LVBCA p85 (froncle, ou clou)

apotum gor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg apostume

gor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg froncles

gor

1732
Daveenn : GReg pg abses, apostume, bosse (tumeur), ébullition (humeur acre & chaude qui pousse la peau, élevure, pustule. Si elle se corrompt)

tarzhet eo ar gor

1732
Daveenn : GReg pg apostume

ar goroù

1732
Daveenn : GReg pg amigdales

emañ ar goroù gantañ

1732
Daveenn : GReg pg amigdales

gor dourek

1732
Daveenn : GReg pg aqueux

goroù

1732
Daveenn : GReg pg abses

goroù

1732
Daveenn : GReg pg abses, apostume, bosse (tumeur), ébullition (humeur acre & chaude qui pousse la peau, élevure, pustule. Si elle se corrompt)

gorioù

1732
Daveenn : GReg pg abses, apostume, bosse (tumeur)

sevel a ra ur gor

1732
Daveenn : GReg pg apostume

ur gor a sav

1732
Daveenn : GReg pg apostume

ur gor en em furm

1732
Daveenn : GReg pg apostume

gor ar gwerbl

1732
Daveenn : GReg pg bubon (tumeur aux glandes des aines)

goroù ar gwerbl

1732
Daveenn : GReg pg bubon (tumeur aux glandes des aines)

gorioù ar gwerbl

1732
Daveenn : GReg pg bubon (tumeur aux glandes des aines)

diskargañ a ra ar gor

1732
Daveenn : GReg pg (l'apostume a) crevé

gor flaerius

1732
Daveenn : GReg pg fic (Excroissance de chair qui jette une sanie fort puante.)

ul lagad gor

1732
Daveenn : GReg pg fistule (ulcère.)

gorioù

1850
Daveenn : GON.II pg gôr

goroù

1850
Daveenn : GON.II pg gôrou

gor

1850
Daveenn : GON.II pg gôr, hesked, puñez, torosen

Ur gor a sav en e vrec'h.

1850
Daveenn : GON.II pg gôr (Il se forme un abcès à son bras).

ar goroù a zo gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg gôrou

darev eo va gor da zidarzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg didarza

Goude aotrounez vras, krinet ganto o fri, A deuas pep eil tro, diouzh ma oa hir o dent, Da ziskargañ o gor : holl emezo 'oant sent : an tigred, ar bleizi, bete'ar c'hozh chas bihan A dlee d'ar Baradoz mont diwar hanter vann.

1867
Daveenn : MGK p25

— Ar pezh a zo gwir, eme Jarlig kozh, sant Kireg a wenve hag a ziwrienne ar goañvennoù, an darouedennoù, ar gwenaennoù ; sant Melar a roe nerzh d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goulioù, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar gorioù ; santez Roza a zigase laezh e bronnoù disec’het ar mammoù ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklaerijenne ar speredoù klañv gant an displijadur…

1925
Daveenn : BILZ2 p.134

goroù

1931
Daveenn : VALL pg abcès

gor bras

1931
Daveenn : VALL pg anthrax

gorioù

1931
Daveenn : VALL pg apostème, apostume

gorioù bras

1931
Daveenn : VALL pg anthrax

droug ar gor

1931
Daveenn : VALL pg (effusion de) bile

gor

1931
Daveenn : VALL pg abcès, apostème, apostume

Ar pezh a ra aon dezhañ dreist-holl eo e vije bet lous nadoz ar pikadennoù, hag e vije ur gor o tont en e vorzhed, o lakaat ur boan spontus-se a-hed e c'har.

1985
Daveenn : DGBD p80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial