Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh lêr kromm bourellet a lakaer war kein ar javed da azezañ warno. Ar marc'h zo an dibr war e gein. Korbell an dibr. 2. Marc'h-dibr : marc'h desavet evit treuzdougen tud. & Sac'h-dibr : sac'h lêr stag ouzh korbell an dibr evit lakaat ar pistolennoù. 3. Dre ast. Azezenn dric'hornek, gwinterelloù dindani prl., a dalvez da azezañ war ur marc'h-houarn, h.a.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

dibr

1499
Daveenn : LVBCA p56 (selle a cheual)

dibr

1499
Daveenn : LVBCA p56 (selle)

arsoñ an dibr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg arson de la selle

dibr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg selle

krommellennoù dibr

1732
Daveenn : GReg pg arçon

korbell dibr

1732
Daveenn : GReg pg arçon

dibr bourellet

1732
Daveenn : GReg pg (selle embourrée)

krommellenn dibr

1732
Daveenn : GReg pg arçon

dibr

1850
Daveenn : GON.II pg dibr, dibrer

dibroù

1850
Daveenn : GON.II pg dibr

re vras eo an dibr-mañ evit ho marc'h

1850
Daveenn : GON.II pg dibr

dibr

1850
Daveenn : GON.II p.16, livre premier, "selle".

dibroù

1850
Daveenn : GON.II p.16, livre premier, "des selles".

Kezeg mat ha lijer a zo em marchosi ; kerent hon eus e Gwiniventer hag e Sizun ; digemeret mat e viot ganto ; savit war varc’h, ar Morian a zo an dibr war e gein ouc’h ho kedal, ha paotred ar republik n’o deus loan ebet ker prim hag hennezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.251

O deskiñ a reas da givijañ ha galfreziñ lêr, da ober arc’henadoù, gwestennoù-kezeg, dibroù.

1923
Daveenn : SKET p.58

Biskoazh, eta, ne voe lakaet gant Vindosêtlos kabestr en e benn na dibr war e gein. Biskoazh ne wiskas an ebeul an disterañ harnez.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Distaget gantañ Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h dezhañ, en ur c’hwezhañ evel ul louz, en em sevel war an dibr : e dreid er skleugioù : — Hu ! hu ! Bidoullig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

Un devezh ma oa aotrou Tremedern o chaseal e-lec’h ma ’c’h omp bremañ azezet, en em gavas gantañ ur marc’heg, kleze eus e gostez, goaf en e zorn, tok-houarn war e benn, skoed stag ouzh dibr ar marc’h.

1925
Daveenn : BILZ2 p.117

pistolenn dibr

1931
Daveenn : VALL pg (pistolet d')arçon

korbell dibr

1931
Daveenn : VALL pg arçon

krommellenn-dibr

1931
Daveenn : VALL pg arçon

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial